droukprezeg
Lakaet enlinenn d’ar 30.06.2020,
daskemmet d’ar 06.03.2023.
daskemmet d’ar 06.03.2023.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; s. i. o. sellet ivez ouzh ; st. eb. stumm etrebroadel ; ub. unan bennak ; uba. unan bennak all ; udb. un dra bennak.
Termenadur
droukprezeg, verb trazeadus.
Lavaret traoù diouzh noazhout da vrud unan bennak pe un dra bennak.
- Implij antrazeat.
Pa lavar Doue d’eom, er memez Skritur zakr : « Ne laeri ket tra da nesa ; ne zroukprezegi ket, » mar laerom ha mar droukprezegom, e yeom a eneb an difenn en deuz Doue greet ouz-om ag e pec’hom. (Kerzale, 1866:347)
Pa vez en em blasset hag en em zastumet kement teod fall zo er vro, neuze e koumans ar jabadao ; pep-unan a lavar huela ma hell ar pez a c’hoar divar benn he-mâ, divar benn hounnez ; an teodou o koueza va renou mad an nessa evit ho dispenn a ra muioc’h a drouz eghet ar golviji o koueza var al lienach ; klevet a rer ive flipadou druz lavaret an eil d’heben, ha memes farserez vil ha dizonest pere a zesk d’ar strinkellou yaouang hag ar pez a ouzont dija hag ar pez ne ouzont ket c’hoaz ; en eur gher, merc’hed ar poull-kanna a zo muïoc’h a drouz gant-ho eghet gant ar raned er prat, eghet gant ar piket pa zigraker d’heo ho neichou ; ne reont nemet drouk-prezeghi a rei gouall skouer d’ar re yaouank. (Feiz ha Breiz, 1867, p. 238)
An eizvet gourc’hemenn a Zoue a zifenn ouzomp noazout da vrud vat an nesa o lavarout gevier, o rei testeni faos, o troukprezeg, o tamall e gaou hag o trouksonjal. (Uguen ha Tad Eujen, 1930:584-585)
Droukprezeget, tamallet e gaou e peus ; goapaet, mallozet Doue, lavaret gaou ha gaou betek falstoui e peus… (Feiz ha Breiz, niv. 3, 1937, p. 68)
Evit kas da wir ar sorc’hennou-se, e todorosont gevier, e tuont, e troukprezegont, e lazont, e verzeriont, e vac’homont. (Mordiern, 1938:80)
Ar prezegennoù d’ar gwener d’abardaez, ma krog ganto ar c’hendalc’h, a vez graet evit ar c’hant bennak a dud a blij dezo klevout prezegennou e brezoneg, n’eus forz diwar benn petra e vijent. Met droukprezeg a ran, rak plijadur vras hon eus bet o klevout Visant Seite o tibuna dimp labour ar Bleun-Brug a-hed ar bloaz, al lizerou kaset gantañ, an abadennou sinema roet e-pad ar goañv gant filmou ar Bleun-Brug, bodadeg ar yaouankiz e Brest da vakañsou Meurlarjez, ar Bleun-Brugou bihan e Gwerran, Pontekroaz, Plougernev, Baod... (Glanndour, 1952:4)
- Implij trazeat eeun.
- [Ar glokaenn a zo un den pe un hollad tud.]
Ma tigas kollou bras betek ennomp, ma ten ar yec’hed diganeomp, ma ’z omp gwallgaset, droukprezeget, tamallet e gaou gant an dud, n’ankounac’haomp ket ez omp evel-se henveloc'h ouz Jezuz-Krist, hor Mestr, ha gouzanvomp an holl boaniou-se dre garantez evitan ha gant eur spered a binijenn, o sonjal hon eus meritet kalz muioc’h c’hoaz. (Uguen ha Tad Eujen, 1930:285)
Da genta, difenn a ran ouzit drougprezeg va zad ; rak kement e talv d’ezan e vrud vat evel ma ra d’az tad-te derc’hel e hini. (Kannad Arvor, niv. 2830, 1933)
Hag ezhomm hoc'h eus c'hwi
D' am droukprezeg da gement pichon a zired ? (Shakespeare hag Emily, 1962:330) - [Ar glokaenn a zo un dra pe un hollad traoù.]
Savit ho penn ’ta, tudou, savit huel ho penn dirag ann dud a glevot o troukprezeg ar feiz […] (Kannad Arvor, niv. 281, 1885)
- [Ar glokaenn a zo un den pe un hollad tud.]
- Implij trazeat ameeun.
Droukprezeg a, eus, a-zivout, diwar-benn, diwar-bouez ub. pe udb.
- [Ar glokaenn a zo un den pe un hollad tud.]
Nep, emezhao, a iafe da zroukprezeg euz ar Suiset dirag hor soudardet, a gafe distro buan, rak ho c’halon zo leun a anaoudegez vad evit an digemer o deus cavet er vro-ze. (Feiz ha Breiz, niv. 322, 1871, p. 66)
Ne gomprenan ket perak ez afe eun den e kounnar abalamour ma troukprezeger diwar e benn. (Chonagon ha Hemon, 1931:26)
Ma ne garan ket an hini en deus droukprezeget war va divout, hen talvezout a rin d'ezañ dre flemma anezañ dirak an holl. (Chonagon ha Hemon, 1931:26)
Er skridoù-faltazi n' he deus ket lezet an Emsavadeg roud don ebet. E saozneg zoken : hañval eo e oa an darvoud re glodus evit d' ar romantour ober gantañ da lien-adreñv ha darn anezho o deus bet c'hoant da zroukprezeg diwar e bouez koulz ha diwar-bouez e gedern, evit bezañ gouest da sklerijennañ seul welloc'h o c'hrouadurioù-i. (O’Snodaigh, 1967:44)
Ur wech ma oa droukprezeget en un doare goapaus ha lous eus ur chaloni ha n'eo ket bet eus e vignoned e tiskouezas e zisplijadur. (Heusaff, 1978:338)
- [Ar glokaenn a zo un dra pe un hollad traoù.]
Mes eun tachad a zo, ar gazeten-man a stagaz da zroukprezeg euz ar relijion gristen hag euz ar feiz. (Kannad Arvor, niv. 1797, 1914)
Nebeut, a drugare Doue, a vez gwelet o vont keit hag an hini diveza-man, hag o trougprezeg en eun doare ken divalo eus eur vicher hag ez eo o dever kenta lakaat he c’harout. (Kannad Arvor, niv. 2266, 1923)
Droukprezeg da ub. diwar-benn uba.
Pe daoust ha droukprezeget e oa bet d’ezhañ diwar he fenn ? (Hemon, 1932:31 ; s. i. o. Hemon:1942)
- [Ar glokaenn a zo un den pe un hollad tud.]
Gerdarzh
Diwar ar verb prezeg hag ar rakger droug-.
Troidigezhioù
Er geriadurioù :
- droukprezeg, « dénigrer », « détracter », « médire » (Menard, 2012),
- droukprezeg, « détraction » (Menard, 2012).
Levrlennadur
Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.
Kazetennoù ha kelaouennoù
Feiz ha Breiz
- niv. 134, 24 a viz Eost 1867, « Liziri da dud divar ar meaz. (Seizvet lizer) », p. 237-239.
- niv. 322, 1añ a viz Ebrel 1871, « Kemper, 1a Ebrel 1871 », p. 65-66.
- niv. 3, Meurzh 1937, « Menoziou Santel evit tremen gant frouez Amzer ar C’horaiz », p. 65-69.
Le Courrier du Finistère
- niv. 281, 16 a viz Mae 1885, « Gant Doue pe a-enep Doue », p. 1.
- niv. 1797, 27 a viz Mezheven 1914, « Eur gentel vad a berz eur rouanez », p. 1.
- niv. 2830, 23 a viz Kerzu 1933, « Eur familh dizenoret. I. E foar ar Merzer », p. 2.
Oberennoù ha pennadoù
- Chonagon, Sei ; Hemon, Roparz (troer) : 1931. « Notennou ar goubenner ». Gwalarn, niv. 36, Du 1931.
- Glanndour, Maodez : 1952. « Bleun-Brug Landreger ». Bleun-Brug, niv. 51, Gouere-Eost 1952, p. 4-6.
- Hemon, Roparz : 1932. « Ar c’hoar hena ». Gwalarn, niv. 48, Du 1932.
- Hemon, Roparz : 1942. « Ar c’hoar henañ. Niv. 9 ». Arvor, niv. 96, 8 a viz Du 1942, p. 4.
- Heusaff, Alan : 1978. « Roparz Hemon e Dulenn ». Al Liamm, niv. 190, p. 337-344.
- Kerzale, J.-K. : 1866. « Ar zul. (C’houec’hved pennad) ». Feiz ha Breiz, niv. 96, 1añ a viz Kerzu 1866, p. 346-347.
- Korivin, P. : 1923. « Mistri-skol ». Le Courrier du Finistère, niv. 2266, 21 a viz Gouere 1923, p. 1.
- Mordiern, Meven : 1938. « Gant luoez an doueed (huñvre) ». Gwalarn, niv. 115-116, Mezheven-Gouere 1938.
- O’Snodaigh, Padraig : 1967. « Notennou diwar-benn an emgann evit an dieubidigezh el lennegezh iwerzhonek ». Al Liamm, niv. 120, Genver-C'hwevrer 1967, p. 34-46.
- Shakespeare, W. ; Emily, J. L. (troer) : 1962. « Ar geben donvaet ». Al Liamm, niv. 94, Gwengolo-Here 1962, p. 323-349.
- Uguen ; Tad Eujen : 1930. Buhez H. S. Jezuz-Krist. Hippolyte Tréhiou.