helennek

Lakaet enlinenn d’ar 24.10.2021,
daskemmet d’an 31.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

helennek, adanv.

Anaoudegezh vras dezhañ.

Prederour ha gouizieg e chom Remont Jestin a-raok pep tra a-hend-all : o lenn e eñvorennoù a vro Durkia hen meizer mat : ar pouez a zo gant an diskleriadurioù helennek, kentoc'h eget gant an danevell hec'h unan. (Olier, 1955:16)
Forzh penaos, en e raog, e kemere ar roue gall Loeiz XIV e c'hourdad, tebet ar roue David da batrom ; bez' e oa en e servij gouizieion helennek a rae o seizh gwellañ da brouiñ e tiskenne-eñv eus David war-eeun. (Olier, 2004:16)

Gerdarzh

Diwar ar bennrann -lenn-, ar rakger he- hag al lostger -ek.

Trodidigezh

Er geriadurioù : helennek, « érudit » (Vallée, 1931).

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Oberennoù ha pennadoù

  • Olier, Youenn : 1955. « Prederiadennou e sigur un nebeut skrivagnerion vrezhonek. Pennad XII. Arnodskridourion ha skiantourion ». Al Liamm, niv. 51, Gouere-Eost 1955, p. 16-25.
  • Olier, Youenn : 2004. « Notennoù Politikel. Al Laïkouriezh hag an "Nation Française" ». Kannadig Imbourc'h, niv. 28, 2004 (stagadenn da Imbourc'h, rummad nevez, niv. 8).
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]