drougzarvoud

Lakaet enlinenn d’ar 27.07.2020,
daskemmet d’an 30.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

drougzarvoud, -où, pennanv niveradus gourel.

Darvoud dic'hortoz ha fall e zisoc'h. Heñvelsterioù : galldaol, gwalldro, gwallzarvoud.

— « Tri bloaz 'zo e c'hoarvezas an droukdarvoud ; tri bloaz 'zo dres, » a lavaras ar bugel. « Goude m' eo bet ho c'hoar amañ neuze. »
— « An droukdarvoud ? a atersas Fañch, furedek. « Penaos e c'hell gwallzarvoudoù c'hoarvezout en ur vro ken peoc'hus hag homañ ? […] »
(Surzhur, 1975:109)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv darvoud hag ar rakger droug-.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Surzhur, Rollen : 1975. « Ar chaseourien ». Al Liamm, niv. 169, p. 108-111.