furedek
Lakaet enlinenn d’ar 27.07.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.
daskemmet d’an 22.10.2021.
Berradurioù : m. t. gt. meneg troet gant ; niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; pg. pennger ; r. gt. resisaet gant ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
furedek, adanv.
A glask gouzout, gwelet, klevet kement tra a c'hoarvez en-dro dezhañ. Heñvelsterioù : fri-furch, kurius, ranell.
An Azia-Uhel, avat, hag an Indez, hag an Denelez a-bez, al labouriou deut ac'halehont n’int, war e veno, nemet eun danvez-studi ma vez graet war e dro gand eun nebeut gouizieien furedek, kollet ganto c'houekted ha koantiz ar spered dre hirzarempredi ar Varbared. (Hello m. t. gt. Tremor, 1927:79)
Hag eñ kuit goude-se. Pa voe kuzhet, an holl varmouzed, ha me gante, a ziskennas eus ar gwez. Hor gouenn a zo techet da vezañ ranell, furedek ha drevezus. (Roc'halan, 1943)
C’hoant am boe diouzhtu da glevout penaos e komzfe ar paotr-a-zoare-mañ. Va digarezit ma ’z on furedek un tammik... (Arvor, niv. 155, 1944)
A zo muioc'h, evel a vezo gwelet en istor-mañ, ar marc'hadour-red a oa furedek, ha marvailher touet, atav prest da selaou ar c'heleier ha da gontañ pezh en doa klevet. (Hawthorne ha Hemon, 1965:127)
An droukdarvoud ? a atersas Fañch, furedek. (Surzhur, 1975:109)
Gerdarzh
Diwar ar pennanv fured hag al lostger -ek.
Troidigezhioù
Er geriadurioù hag er c'helaouennoù :
- furedek, « curieux », r. gt. « r.h. », da lavaret eo « diwar-benn an dud » (berradurioù : « r. se raportant à », « h. être humain ») (Hemon, 1938),
- furedek, « curieux » r. gt. « indiscret » (ar Glev, 1984).
- furedeg, furedek, « fureteur (de caractère) » (Favereau, 1992:pg. furedeg).
Levrlennadur
Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Favereau, Francis Favereau ; Reun ar Glev, René Le Gléau.
Kelaouenn
Arvor, niv. 155, 9 a viz Genver 1944, « Eus Plouared da Blistin », p. 3.
Oberennoù ha pennadoù
- Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.
- Hawthorne, Nathaniel ; Hemon, Roparz (troer) : 1965. « Ha krouget eo bet an den kozh ». Ar Bed Keltiek, niv. 77, Mae 1965, p. 127-135.
- Hemon, Roparz : 1938. « Geriadurig gallek-brezhonek ». Stagadenn da Walarn, niv. 117 in Gwalarn, niv. 121, Kerzu 1938.
- Le Gléau, René : 1984. Dictionnaire classique français breton. Tome II. C - Debla. Brest : Al Liamm.
- Roc'halan : 1943. « Ar marmouz besk ». Arvor, niv. 145, 24 a viz Here 1943, p. 3.
- Surzhur, Rollen : 1975. « Ar chaseourien ». Al Liamm, niv. 169, p. 108-111.
- Tremor, Gweltaz : 1927. « Hello hag an henamzer ». Gwalarn, niv. 10, hañv 1927, p. 79-84.