helennegezh
Lakaet enlinenn d’ar 25.10.2021,
daskemmet d’an 31.10.2021.
daskemmet d’an 31.10.2021.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
helennegezh, pennanv hollek benel.
Anaoudegezh vras.
N’eus nemet sellout penaos gouizieien evel Barthelemy Saint-Hilaire (a rae eus ar Vouddhaadegez relijion an Netra), Burnouf, Rhys Davids, a grede ivez e oa an Nirvâna ar maro peurbadus, ha re all c’hoaz, o deus graet eur pikol fazi, daoust d’o meizerez ha d’o helennegez vras ; ne sellent kelennadurez ar Bouddha nemet gant daoulagad ar poell (ha distummet c’hoaz gant plegou ’zo eus o furmidigez kornogel), nann gant an « daoulagad neñvel » -se a gomz ar Bouddha dioutañ, hag a zo ar benveg n’eus nemetañ evit tizout eur meizerez hollek ha rik eus e gomzou. (Jestin, 1936:7)
Notomp evit echuiñ en deus Arzel Even renet ar gelaouenn lennegel gentañ a c'houde ar brezel « Kened ». Nevez 'zo en deus savet « Hor Yezh » gouestlet d' ar yezhoniezh ha d' an helennegezh a c'hoario moarvat ur roll a-bouez e buhez ar spered e Breizh hag a roio tu dezhañ ha da re all sevel un oberenn en ur reiñ tro dezho d'hec'h embann. (Olier, 1955:18)
Pezh a lakafe anat a-walc'h ar c'hoarierezh, an dibarfeted a zo en danevell eo an helennegezh dic'hortoz a zo strewet enni. (Olier, 1957:48)
Derc'hel a rin kont neuze eus ar skridoù en deus embannet abaoe 1952. Darn anezho moarvat a zo skridoù a helennegezh hogen talvezout a reont bezañ studiet ha burutellet ivez. (Olier, 1963:363)
Hogen, bez hon eus da gompren ivez hon eus savet ur voger etrezomp hag an diavaez : ar genedelezh hag an helennegezh. (Al Liamm, niv. 193, 1979:166)
Gerdarzh
Diwar ar bennrann -lenn-, ar rakger he- hag al lostger -egezh.
Trodidigezhioù
Er geriadurioù : helennegez, « érudition » (Vallée, 1931).
E saozneg : helennegez, « learning » (Gwalarn, niv. 96-97, 1936:104).
Levrlennadur
Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.
Kelaouennoù
- Al Liamm, niv. 193, 1979, « Lizhiri ».
- Gwalarn, niv. 96-97, Here-Du 1936, « Roll-geriou », p. 100-107.
Oberennoù ha pennadoù
- Jestin, Remont : 1936. « Ar Bouddha hag ar vouddhaadegez ». Gwalarn, niv. 95-96, Here-Du 1936.
- Olier, Youenn : 1955. « Prederiadennou e sigur un nebeut skrivagnerion vrezhonek. Pennad XII. Arnodskridourion ha skiantourion ». Al Liamm, niv. 51, Gouere-Eost 1955, p. 16-25.
- Olier, Youenn : 1957. « Prederiadennoù e sigur un nebeut skrivagnerion vrezhonek! Stagadenn : Jakez Kerrien, ar Roc'h toull ». Al Liamm, niv. 64, Gwengolo-Here 1957, p. 46-51.
- Olier, Youenn : 1963. « E ser un tremenvan ». Al Liamm, niv. 100, Gwengolo-Here 1963, p. 362-367.
- Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]