kevoad

Lakaet enlinenn d’an 03.07.2020,
daskemmet d’an 23.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; ub. unan bennak ; udb. un dra bennak.

Termenadurioù

kevoad, adanv.

Ken kozh hag ub. pe udb.

  1. (Diwar-benn an traoù.) Eus an hevelep mare.
    Ar Yemen a zo bet lakaet gant Schweinfurth, a-unan gant Babilonia hag an Ejipt, er strollad a zo bet anvet gantañ an hen « dric’horniad a sevenadur », Kultur-dreieck, dre ma kaver a-goz en teir bro-se gounid an tri ed, mell, heiz, gwiniz, ha maga an tri loen, ejen, gavr, dañvad (4). Nemet kevoad n’eo ket an hena testeniou hon eus eus an tri sevenadur-se. (Mordiern, 1937:66)
  2. (Diwar-benn an dud.) Kevoad da ub. A oad gant ub. Heñvelsterioù : a-genoad gant ub, kenoad gant ub.
    Pa oan daouzek vloaz, o chom e dunon Vindobalia, edo o vevañ er vourc'h hag en un ti bras e-harz an dunon div blac'h kevoad din ha gwisket kempenn, merc'hed da gouerion, an eil blev melen-aour hir rodellek, eben blev melen-mell dirodell o div dremmet-kaer, lank ha korfet-brav, garet-koant, kerzhedet-skañv. (Mordiern, 1965:14)

Gerdarzh

Diwar an pennanv oad hag ar rakger kev-.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Mordiern, Meven : 1937. « Istor ar bed. Pevare levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa. Poblou warlerc'hiet ar bed betek hollvedvelierez ar ouenn wenn (XIX-vet kantved goude H. S.). I ». Gwalarn, niv. 99, C'hwevrer 1937.
  • Mordiern, Meven : 1965. « Bodadeg ar Pevarzekved ». Al Liamm, niv. 108, Genver-C'hwevrer 1965, p. 12-16.