arvestus

Lakaet enlinenn d’an 12.08.2020,
daskemmet d’ar 06.11.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; r. gt. resisaet gant.

Termenadurioù

arvestus, adanv.

  1. A ya da ober un arvest kaer.
    Dibabet hon eus ar c’hantik brezonek-man, a zo ker brao e werziou hag e don evit beza diskleriet e giz eur barzoniez arvestus, evel ma ra alies a-walc’h ar strollad c’hoarierien ampart « Les Comédiens Routiers ». (Caouissin ha Caouissin, 1940:145)
    Emañ e kreizig-kreiz ur vro varzhus, paot enni ar c’hestell, ar manerioù, ar c’henkizoù, beuzet holl en ur morad gwez tann hag avaloù, arvestus, ur bam ! p’emaint en o bleuñv. (Arvor, niv. 164, 1944, p. 1)
  2. Ma klask an den gwelet Doue e kement tra a zo en-dro dezhañ.

    Buhez arvestus.

    Salaun, eñ, n'eo ket en hevelep rummad, hogen war ur bazenn uheloc'h : buhez arvestus ar penitiour e-keñver buhez oberiant an den a vrezel. (Even, 1953:18)

Gerdarzh

Diwar -arvest-, pennrann ar verb arvestiñ, hag al lostger -us.

Troidigezhioù

Er geriadurioù :

  • arvestuz, « remarquable » r. gt. « qui est digne de remarque » (Du Rusquec, 1886),
  • arvestuz, « saillant » r. gt. « le plus important » (Du Rusquec, 1886),
  • en eunn doaré arvestuz, « remarquablement » r. gt. « d’une manière remarquable » (Du Rusquec, 1886),
  • lavar arvestuz, « sentence » r. gt. « parole de sens » (Du Rusquec, 1886).

Levrlennadur

Kazetenn

Arvor, niv. 164, 12 a viz Meurzh 1944, « Lec’hioù Breizh. Dinan, Ker c’hlas », p. 1 ha 3.

Oberennoù ha pennadoù

  • Caouissin, Herri ; Caouissin, Jann-Loeiza : 1940. « C’hoariva. Pegen kaer ez eo mamm Jezuz ». Feiz ha Breiz, niv. 5-6, Mae-Mezheven 1940, p. 145-149.
  • Du Rusquec, H. : 1886. Dictionnaire français-breton. Montroulez : A. Chevalier.
  • Even, Arzel : 1953. « Kannad ur bed all ». Al Liamm, niv. 38, Mae-Mezheven 1953, p. 17-19.