bratellerezh

Lakaet enlinenn d’ar 16.06.2020,
daskemmet d’ar 06.03.2023.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadurioù

bratellerezh, pennanv hollek gourel.

Obererezh a-enep un emouestlad pe un dlead e-keñver unan bennak pe un dra bennak. Heñvelsterioù : trubarderezh, treitouriezh, yudazerezh.

D’an deiz ma ne c’hello ket mui ar galloud dalc’her chom hep disprizout a-grenn arc’hadurioù ar boblañs dalc’het, e vo laouen-bras o kavout war e hent ar gendivizerion fur a vo prest d’en em glevout gantañ ha da argas mennad ar Stad vroadel gant ma vo grataet, lakaomp, un tamm kelennadurezh divyezhek er skolioù.

Amañ e krog ar bratellerezh.
(Emsav, niv. 17, 1968, p. 147)
Betek hañv 1791 e c’halled krediñ e padfe an treuzvarc’had etre ar vourc’hizelezh hag ar vrientinelezh frankizour en-dro d’ur renad a roueelezh vonreizhek, nemet e voe lakaet an treuzvarc’had-se en arvar gant iriennoù enepdispac’hel ar vrientinion, bratellerezh ar Roue o tarbenn nevezadennoù an Dispac’h hag o kas leuridi d’an rouaned all evit o isañ enep dezhañ. (Emsav, niv. 104, 1975)

Taol bratellerezh. Gread a denn d’ar bratellerezh.

Perzh oberiat o doa kemeret e difennerezh ar gêrbenn ha frammet edont en ur gward broadel a 250 kaderv chomet armet goude an diviz-brezel. Hemañ o doa sellet a-hend-all evel un taol bratellerezh. (Emsav, niv. 107, 1975)

Gerdarzh

Diwar -bratell-, pennrann ar verb bratellañ, hag al lostger -erezh.

Troidigezhioù

Er geriadurioù :

  • bratellerez, « duperie, tromperie » (Vallée, 1931),
  • bratellerezh, « trahison, tromperie, duperie » (Hemon, 1962),
  • bratellerezh, « duperie » (Menard, 2012).

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Kelaouenn

Emsav

  • niv. 17, Mae 1968, « Daoust ha lec’h zo c’hoazh e Breizh d’un "emsav sevenadurel" ampolitikel ? », p. 146-147.
  • niv. 104, Eost 1975, « Kendael a-zivout emsavioù ar broioù all. (Seizhvet testenn, PKB-1411) An emsav aljerian. VI. – Arbennoù aloubidigezh Aljeria (1830-1848) », p. 278-285.
  • niv. 107, Du 1975, « Kendael a-zivout emsavioù ar broioù all. (Eizhvet testenn, PKB-1423) An emsav aljerian. VII. – Aljeria eus 1870 da 1900 (1) », p. 389-402.

Oberennoù ha pennadoù

  • Hemon, Roparz : 1980. Geriadur Istorel ar Brezhoneg – Dictionnaire historique du breton. Rann 5, Bezoud - Briaat. Eil embannadur. Preder.
  • Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Kemper : Palantines.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]