kenoadad

Lakaet enlinenn d’ar 07.07.2020,
daskemmet d’an 08.08.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où).

Termenadur

kenoadad, kenoadidi, kenoadizien, pennanv niveradus gourel.

Den kenoad gant unan bennak.

Disheñvel-mik eo stad ur c'hrennard dirak e genoadidi, n'o deus ket en e geñver hegaratted natur an tad pe ar c'helenner. (Carvalho ha Delanoy, 2005)
Petra eo tolpad ar genoadidi nemet ar bed, a-benn ar fin, ar bed bras e-keñver bed bihan ar gêr; an hini yaouank ne c'houlenn nemet kreskiñ er bed bras-se. (Carvalho ha Delanoy, 2005)

[En e furm lies kenoadizien.]

Eur speret lemm a botr, fin ’vel eul louarn, goall-ibil ’vel eur marmous, ar potr Iannik a c’hoarie a beb seurt troïou-camm d’he genn oadijen, ha memez d’ar re gossoc’h evithan. (Feiz ha Breiz, niv. 43, 1880, p. 347)

Gerdarzh

Diwar an adanv kenoad hag al lostger -ad.

Levrlennadur

Kelaouenn

Feiz ha Breiz, niv. 43, 23 a viz Here 1880, « Eur c’hrouadur milliget !!! », p. 347-348.

Oberennoù ha pennadoù

Carvalho, Olavo de ; Delanoy, Ewan (troer) : 2005. « Yaouankiz ha Sotoni ». Kannadig Imbourc'h, niv. 41, Mae-Mezheven 2005.