lorwez

Lakaet enlinenn d’an 28.07.2020,
daskemmet d’ar 04.08.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadurioù

lorwez pennanv stroll.

  1. Gwez frondus, padus o delioù ha Laurus nobilis o anv spesad, a implijer o delioù evit keginañ. Heñvelster : lore.
    E feat a c’hlasvez ne chomm mui nemet lorvez ha kelenn, a vez gwerzet dioc’h ann hordenn, al lorvez 18 gwennek hag ar c’helenn 6 real. (Kannad Arvor, niv. 571, 1891)
    Mes ann ti santel ne jomaz nemed tri bloaz hanter er plas-se, ha d’ann dek a viz kerzu 1294, e oue savet ac’hano gant ann elez ha douget enn tu-ma d’ar mor Adriatik, e kreiz eur c’hoat lorvez hag a ioa tost da gear Rekanati. (Morvan ha Nikolas, 1894:831 ha 1902:831)
    Ann iliz-se a oue hanvet iliz Introun-Varia Loretta abalamour d’ar c’hoat lorvez el leac’h ma oue lakeat da genta ann ti santel pa oue digaset gant ann elez euz ann Dalmasii enn tu-ma d’ar mor Adriatik. (Morvan ha Nikolas, 1894:831 ha 1902:831)

    Gwezenn-lorwez. Lorwezenn. Heñvelster : gwezenn-lore.

    E kreiz eur vali ledan ema ar vezen lorvez : n’euz nemet eun delien outi. (Kannad Arvor, niv. 1206, 1903)

    Bod lorwez. Bleñchenn outi un nebeud delioù. Heñvelster : bod lore.

    Allas, brema ar jervichourien ne zellont nemet ouz an arc’hant; evit dek guennek pe evit eur banne e chenchont plass, ha pa joum eur mevel pe eur vates dek vloa er memes ty, paotret ar c’homis a gav eo poënt prima an dud-ze ha staga d’heo eur bod lorvez ouz ho zok pe ouz ho vateled. (Feiz ha Breiz, niv. 121, 1867, p. 132)
  2. Lorwez egiptek. Gwez dreink, dibad o delioù, debradus o frouezh, a orin eus Afrika an trovanoù ha Balanites aegyptiaca o anv spesad.
    Menegomp ouspenn, a-douez plantennou talvoudusa traonienn an Nil : ar gwez kasia (Acacia nilotica) ma tenned diouto treustou daouzek ilinad hed, hervez Theophrastes ; al lorwez ejiptek (Balanites aegyptiaca pe Persea) ma talveze ar frouez anezo d’ober profou d’an anaon ; ar gwez karoubez (Ceratonia siliqua), stank enno ar frouez a dremened da veuz lipous, ha prizet-dreist ar prenn anezo, ruz e liou ha peuz-divreinus ; ar jujubez (Zizyphus spina Christi), frouezet-c’houek i ivez ; an tamariskl (Tamarix nilotica) ma ’z ae o frenn gant Ejiptiz d’ober troadou binviou hag armou. (Mordiern, 1937:25)

Evezhiadenn :

War a hañval ez eo bet heñvelekaet Persea, genad eus kerentiad al loreeged, ouzh ar gresim Περσέα gant Meven Mordiern. Ne dalvez ket an daou anvadur-se evit an hevelep gwez koulskoude. An anv Persea a zo un amprestadenn, gant Philip Miller, diwar ar gresim Περσέα, met implijet eo bet ar ger gresim-se gant Theophrastus ha Hippocrates diwar-benn ur wezenn egiptat diasur, marteze Cordia myxa pe ur spesad eus Mimusops (Quattrocchi, 2000:2015).

Gerdarzh

Diwar ar pennanv gwez hag ar rakger lor, deuet diwar ar galleg kozh laure pe lor, « lore, loreenn » (Godefroy, 1885:738 ha 1888:31), eus al latin laurus.

Troidigezh

Er geriadurioù : lorwezenn, « laurier » (Vallée, 1931 ; ar Glev, 1989).

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etreboradel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Reun ar Glev, René Le Gléau ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etreboradel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.

Kelaouennoù ha kazetennoù

  • Feiz ha Breiz, niv. 121, 25 a viz Mae 1867, « Liziri da dud divar ar meaz. Eil lizer », p. 132-134.
  • Le Courrier du Finistère
    • niv. 571, 17 a viz Genver 1891, « Ar bokejou e Pariz », p. 1.
    • niv. 1206, 28 a viz C'hwevrer 1903, « Glaouer Koat ar C’hranou », p. 3.

Oberennoù ha pennadoù

  • Godefroy, Frédéric : 1885. Dictionnaire de l’ancienne langue française et de tous ses dialectes du IXe au XVe siècle composé d’après le dépouillement de tous les plus importants documents manuscrits ou imprimés qui se trouvent dans les grandes bibliothèques de la France et de l’Europe et dans les principales archives départementales, municipales, hospitalières ou privées – Tome quatrième : Filé – Listage. Pariz : F. Vieweg.
  • Godefroy, Frédéric : 1888. Dictionnaire de l’ancienne langue française et de tous ses dialectes du IXe au XVe siècle composé d’après le dépouillement de tous les plus importants documents manuscrits ou imprimés qui se trouvent dans les grandes bibliothèques de la France et de l’Europe et dans les principales archives départementales, municipales, hospitalières ou privées – Tome cinquième : Liste – Parsomme. Pariz : F. Vieweg.
  • Le Gléau, René : 1989. Dictionnaire classique français breton. Tome VI. Impunité - Marche. Brest : Al Liamm.
  • Mordiern, Meven : 1937. « Istor ar bed. Pevare levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa. Poblou warlerc'hiet ar bed betek hollvedvelierez ar ouenn wenn (XIX-vet kantved goude H. S.). I ». Gwalarn, niv. 99, C'hwevrer 1937.
  • Morvan, Gabriel ; Nikolas : 1894. Buez ar Zent skrivet a nevez e brezounek gant ann aotrou Morvan chaloni euz a iliz kathedral Kemper. Moulet evit ann eil guech dre urs ann aotrou’nn eskob a Gemper goude eunn evesa great ouz al labour gant ann aotrou Nikolas persoun Plomodiern. Kemper : Bernard.
  • Morvan, Gabriel ; Nikolas : 1902. Buez ar Zent skrivet a nevez e brezounek gant ann aotrou Morvan chaloni euz a iliz kathedral Kemper. Moulet evit ar bederved guech dre urz ann aotrou’nn eskob a Gemper goude eun evesa great ouz al labour gant ann aotrou Nikolas persoun Plomodiern. Kemper : Bernard.
  • Quattrocchi, Umberto : 2000. CRC World Dictionary of Plant Names. 3 M-Q. CRC Press.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]