strollad-meur
Lakaet enlinenn d’an 18.06.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.
daskemmet d’an 22.10.2021.
Berradurioù : m. gt. meneget gant ; niv. niverenn ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
strollad-meur, strolladoù-meur, pennanv niveradus gourel.
Hollad an ofiserion, bagad ebet leviet gante, anezho kenlabourerion dostañ un ofiser uhel pe ur jeneral, hag a zo karget da zanzen an urzhioù, an doare d’o zreuzkas ha d’o seveniñ ha da genurzhiañ an oberiadurioù war an dachenn. Heñvelsterioù : sturvod, uhelstrollad, uhelstrollad-arme.
Deut e oa Liam Lynch da vezañ penn-rener Strollad-meur ofiserien an I. R. A. (Breen hag ar Barzhig, 1978:110, m. gt. ar Glev, 1987:pg. 4. état)
Gerdarzh
Diwar ar pennanv strollad hag an adanv meur.
Troidigezh
Er geriadurioù : strollad-meur, « état-major ». (Ar Glev, 1987:pg. 4. état)
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Reun ar Glev, René Le Gléau.
Oberennoù ha pennadoù
- Le Gléau, René : 1987. Dictionnaire classique français breton. Tome IV. Embel - Fileri. Brest : Al Liamm.
- Breen, Dan ; Ar Barzhig, Ernest (troer) : 1978. « Ma Emgann evit Iwerzhon ». Skol, niv. 70-71.