grakerezh
Lakaet enlinenn d’ar 24.06.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.
daskemmet d’an 22.10.2021.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. penngerioù ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
grakerezh, pennanv hollek gourel.
Trouz ur ran pe un touseg o c'hrakal.
Kregi a reas Bob e Robin en eur vounta anezañ etrezañ hag ar poull ; ha goude ma voe tost a-walc'h e roas eur stokadenn d’ezañ ken na gouezas war e gein, eilpennet, ha war e benn er poull e-kreiz ar gwazi hag an houidi ; ha sed aze pelec’h e voe an dispac’h, hag ar ragach, hag ar grakerez hag ar fuc’h, hag holl nerz an helavarded gwazek hag houadek o tont kuit gant lid bras. (Hiraethog hag Abeozen, 1937:40-42)
Kan ar goukoug er brouskoad a raio hekleo, epad tri pe bevar miz, da c’hrakerez ar raned er foenneier. (Greff, 1949:6)
Gerdarzh
Diwar -grak-, pennrann ar verb grakal, hag al lostger -erezh.
Troidigezhioù
Er geriadurioù :
- grakerez, « coassement ». (Vallée, 1931).
- grakerezh, « coassement » ha « caquètement ». (Favereau, 1992:pg. grakerezh, coassement).
Levrlennadur
Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Frañsez Favereau, Francis Favereau ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.
Oberennoù ha pennadoù
- Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.
- Hiraethog, Gwilym ; Abeozen (troer) : 1937. « Gwilym Hiraethog. Troadur Den koz an Havod. Robin ar glabous er poull. » Gwalarn, niv. 108, Du 1937, p. 40-43.
- Greff, H. : 1949. « Gwechall e Kerwenn. An nevez amzer. » Kroaz Breiz, niv. 14, Mezheven 1949, p. 6-7.
- Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]