tad-koken

Lakaet enlinenn d’an 13.02.2023,
daskemmet d’an 19.06.2023.

Berradurioù : fesk. feskenn ; k. kartenn(où) ; niv. niverenn ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadurioù

tad-koken, tadoù-koken, pennanv niveradus gourel.

  1. Diagentiad deuet 7 remziad a-raok an den.
    Yvonig ar C’hozdouar a veze graet anezan. E dud, e dud-koz, betek e dad-kokenn pe e dad-likokenn, da lavarout eo, an eizvet remziad, abaoe ne oar den pegeit amzer, o doa bevet brao a-walc’h war douarou ar C’hozdouar. (Paotr Juluen, 1936:1d)
  2. Tad-kozh d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh. Heñvelsterioù : gourdad-ioù (ster 1), gourdad-ioù-kozh, tad hebiou, tadig(où), tad-ioù (ster 2), tad-ker (ster 2), tad-kozh-garv, tad-kun (ster 1).

mamm-goken.

Takadoù arver

Testeniekaet eo ster kentañ tad-koken gant Paotr Juluen (1936:1d), hag a zo eus Plistin, war an aod e kornôg Treger Vras.

Arveret eo an eil ster e biz Treger Vras. Testeniekaet eo e Prad (Ar Rouz, 1963:k. 575).

Istor

Stummoù skrivet. 1936 : « e dad-kokenn » (Paotr Juluen, 1936:1d). 2012 : « tad-koken » (Kedez, 2012:258).

Stumm treuzskrivet. 1963 : « tat koken » e Prad (Ar Rouz, 1963:k. 575).

Sterioù. 1936 : diagentiad deuet 7 remziad a-raok an den, « e dad-kokenn » (Paotr Juluen, 1936:1d). 1963 : tad an tad-kozh pe ar vamm-gozh, « tat koken » (Ar Rouz, 1963:k. 575).

Gerdarzh

Diwar ar pennanv tad hag an elfenn koken, ennañ « kog » hag a dalvez « kar » (Gueguen, 2011:46), eus an henvrezhoneg coc, hag an elfenn hen (Favereau, 2020:pg. Hen (2)).

Levrlennadur

Aozerien hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Favereau, Francis Favereau ; Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux.

Oberennoù ha pennadoù

  • Favereau, Francis : 2020. Geriadur bras F. Favereau – brezhoneg-galleg. Diembann.
  • Gueguen, Herve (kenurzhier) : 2011. Commune de Saint-Avé. Étude normative des toponymes – Kumun Sant-Teve. Studiadenn-skoueriekaat an anvioù-lec'h. Office public de la langue bretonne.
  • Kedez, Koulizh : 2012. Yezh va Zud. Sant-Kouled : An Diaoul Dieub.
  • Le Roux, Pierre : 1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 6vet fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.
  • Paotr Juluen : 1936. « Izel an douar ». Breiz, niv. 448, 23 a viz C'hwevrer 1936. P. 1-2.