ragalpek

Lakaet enlinenn d’an 13.10.2021,
daskemmet d’ar 27.10.2021.

Termenadur

ragalpek, adanv.

A denn d’al lodenn eus ar c'hevandir a zo en tu-mañ d’an Alpoù e-keñver Roma.

Sevel a rejont eno gouarnamant Bro-C’hall Ragalpek, hanvet e galleg « Gaule Cisalpine ». (Trivarz, 1910:8)
Pep trec’h gonezet gante a oa aroueziet gant eun torfed mezus bennak ken na deujont da veza mestr war ar C’hallianed Ragalpek, da lavarout eo ar vro a zo breman an Itali-Uhel. (Trivarz, 1910:10)
Diboaniet diouz an enebour-man, ar Romaned en em zilas e Bro-C’hall Ragalpek e kerz meur a emgann gonezet pe kollet gante, ken ma teujont da c’honid ar vro-ze er bloaz 163 arôk J.-K. (Trivarz, 1910:10)
Ar gejaden a dlee beza graet e Bro-C’hall Ragalpek. (Trivarz, 1910:12)

Gerdarzh

Diwar an adanv alpek hag ar rakger rag-.

Troidigezh

El lennegezh : Bro-C’hall Ragalpek « Gaule Cisalpine » (Trivarz, 1910:8).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Trivarz : 1910. Istor pe Danevell Breizh hag ar C’helted aboue an amzer goz betek hizio. Pariz : Leordi brezonek Maurice Le Dault.