komprenezon

Lakaet enlinenn d’ar 07.08.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; s. i. o. sellet ivez ouzh ; udb. un dra bennak.

Termenadurioù

komprenezon, pennanv hollek benel.

  1. Barregezh pe mod da gompren an traoù.
    Beza eo a-hend-all eun den a skiant, a gomprenezon vad, hag ar pezh a zo gwelloc’h c’hoaz, eur c’hristen euz ar c’henta, ferm en he gredennou ha ker ferm all war ar pratik. (Kerzale, 1868:183)
    N’en deuz ket, marteze kement a zescadures ha paotret-kear, mes da vibana, en deus muioc’h a skiant, ha muioc’h a gomprenezon. (La Résistance, niv. 51, 1893)
    Kement-ma a vo aprouet gant an holl dud a gomprenezon, hag holl, a-benn ar 6 a viz maë, c’houi lakeo billed Kergadio obarz ar voest. (Ar Bobl, niv. 83, 1906)

    Aes, tost da gomprenezon ub.

    Ma n'eo ket tener ar barzh yaouank-mañ, ez eus da nebeutañ kalz furnez en e bezhig gwerzennoù, ha spi zo da gaout e tenno aozerion vBarr-Heol o mad eus an alioù roet dezho en ur mod aesoc'h d'o c'homprenezon. (Emsav, niv. 31, 1969, p. 205)
    E galleg, evel just eo e komze, ar pez a reas d'al lodenn wella euz e brezegenn nijal dreist or penn. Gouzoud mad a ree kement-se, setu m'ah en em gemeras en eur hiz all tostoh d'or homprenezon. (Seite, 1985:48)

    Bezañ leun a gomprenezon, kaout ur spered leun a gomprenezon.

    Beza republikan, nom paz dre red na dre heg, mez dre barfetegez ha dre rezon, a zo, pe n’ouzon ken petra zinifl ar geriou, kaout eur spered leun a furnez, a gomprenezon hag a lealded. (Jaffrennou, 1905)
    Ne oe ket direzon ar beleg, leun a gomprenezon, ne laran ket. (Bleun-Brug, niv. 188, 1971)

    Dreist, en tu all da gomprenezon ub.

    Gwelet em eus avat an hini en devoa savet evit va c'hoar henañ : treset aketus tre e oa, e liv Sina, gant ur bern kelc'hioù, tric'hornioù oc'h en em groaziañ, dezho holl e gwirionez un neuz skiantel meurbet ha dre se dreist d' am c'homprenezon dister. (Olier, 1972:16)
    Eur spered striz a gomdaon kalz a draou, abalamour kalz a draou a zo en tu all d’e gomprenezon. (Bleun-Brug, niv. 205, 1975)
  2. Disoc'h ar c'hompren.
    Bezomp fizians da velet genel dizale miuoc’h a gomprenezon gwelloc’h en hor c’henver, evel m’eo deread. (Kannad Arvor, niv. 3262, 1942 ; s. i. o. La Résistance, niv. 14, 1942)

    Komprenezon eus udb.

    Aez a-walh eo lakad tal ha tal an eil ouz eben an diou oberenn-se hag an daou zen o deus labouret warno evid rei d’ar Vretoned ar gomprenezon sklear euz seurt tenzoriou. (Bleun-Brug, niv. 211, 1977, p. 30)
    Daoust da se e lavar pelloc’h ez eo arabat henn ober pa ‘z eus ur riskl ma vefe treuzkomprenet ar jestr gant kristenien all, gwanoc’h o c’homprenezon eus ar feiz, rak neuze, dre hor faot “e vefent douget da zebriñ eus ar c’hig gouestlet d’an idoloù” hag “e vo kollet dre da ouiziegezh an den sempl, ar breur-se ez eo marvet ar C’hrist evitañ” (1 Kor 8, 10-11). (Kannadig Imbourc'h, niv. 69, 2011)

Gerdarzh

Diwar ar verb kompren hag al lostger -ezon.

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Jaffrennou, François Jaffrennou.

Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.

Kelaouennoù ha kazetennoù

  • Ar Bobl, niv. 83, 21 a viz Ebrel 1906, « Petra eo Kergadio ? », p. 2.
  • Bleun-Brug
    • niv. 188, Gwengolo-Here 1971, « Bourd ha farz », p. 34.
    • niv. 205, Here-Kerzu 1975, « Kenteliou ar furnez », p. 29.
    • niv. 211, 2l trimiziad 1977, « Enoch Garden », p. 30-32.
  • Emsav, niv. 31, Gouere 1969, « Lizheroù », p. 201-205.
  • Kannadig Imbourc'h, niv. 69, Genver-C'hwevrer 2011, « Loudieg », p. 12.
  • La Résistance
    • niv. 51, 23 a viz Kerzu 1893, « D’an electourien ! », p. 1.
    • niv. 14, 11 a viz Ebrel 1942, « Al labour douar », p. 1.
  • Le Courrier du Finistère, niv. 3262, 11 a viz Ebrel 1942, « Al labour douar », p. 1.

Oberennoù ha pennadoù

  • Jaffrennou, François : 1905. « Ar gwir republik ». Ar Bobl, niv. 56, 14 a viz Here 1905, p. 1.
  • Kerzale, Y. K. : 1868. « Lizer d’an autrou Morvan ». Feiz ha Breiz, niv. 179, 4 a viz Gouere 1868, p. 182-183.
  • Olier, Youenn : 1972. « E koun ur mignon ». Al Liamm, niv. 150, p. 12-19.
  • Seite, Visant : 1985. Ar Marh Reiz - E Bro-Leon Gwechall. Brest : Emgleo Breiz.