diboblidigezh
Lakaet enlinenn d’an 22.10.2021,
daskemmet d’ar 24.10.2021.
daskemmet d’ar 24.10.2021.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
diboblidigezh, pennanv hollek benel.
Oberidigezh diboblañ.
Diskouezet e vez da geñver pep niveridigez-tud emañ ar skosegerien o vont war rouesaat (gwir eo lavarout ez eo marteze da heul diboblidigez an douarou-uhel). (Mordiern, 1937:100)
Spontus eo ur seurt diboblidigezh, ha diouti e sav marteze ar c'hudennoù luzietañ a zo er peder broad keltiek. (Poupinod, 1947:9)
Ouzh ar Ghaeltacht eo dreist-holl e voe graet he reuz gant Diboblidigezh ar Maezioù. (Rolland-Gwalc'h, 1950:54)
Gerdarzh
Diwar dibobl-, pennrann ar verb diboblañ, hag al lostger -idigezh.
Troidigezh
Er geriadurioù : diboblidigez, « dépopulation » (Vallée, 1931).
Levrlennadur
Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann Boupinod, Yann Poupinot ; Frañsez Vallée, François Vallée.
Oberennoù ha pennadoù
- Mordiern, Meven : 1937. « Istor ar Bed. Pempvet levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa. Poblou warlerc’hiet ar bed betek hollvedvelierez ar ouenn wenn (XIX-vet kantved goude H. S.). II ». Gwalarn, niv. 101-102, Ebrel-Mae 1937.
- Poupinod, Yann : 1947. « Divroerezh ar Gelted en amzer-vremañ ». Al Liamm, niv. 4, nevez-amzer-hañv 1947, p. 6-13.
- Rolland-Gwalc'h, P. : 1950. « Iwerzhon o stourm evit he yezh ». Al Liamm, niv. 20, Mae-Mezheven 1950, p. 50-56.
- Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]