anavezadenn
Lakaet enlinenn d’an 08.11.2021.
Berradurioù : niv. : niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
anavezadenn, -où, pennanv niveradus benel.
Monedone graet gant ur soudard bennak evit gouzout hag-eñ ez eus enebourion en ul lec'h ha priziañ an dañjer.
Pa zeuas heman evit an eil gwech, Morvan a oe tapet gant eur strolladen guzet e pad ma oa oc’h ober eun anavezaden gant eun nebeut marc’heien. (Trivarz, 1910:61)
Kerkent ha ma teuio war e c'hiz ar strollad war varc'h kaset d'ober un anavezadenn, diouzhtu e teredi, n' eus forzh pet eur e vo, da zihuniñ Chabalin pe Lebediev. (Priel, 1950:27)
Gerdarzh
Diwar -anavez-, pennrann ar verb anavezout, hag al lostger -adenn.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Priel, Jarl : 1950. « Paotr e varv ruz ». Al Liamm, niv. 19, Meurzh-Ebrel 1950. P. 24-48.
- Trivarz : 1910. Istor pe Danevell Breizh hag ar C’helted aboue an amzer goz betek hizio. Pariz : Leordi brezonek Maurice Le Dault.