drouglaouen

Lakaet enlinenn d’an 10.08.2020,
daskemmet d’ar 05.12.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; udb. un dra bennak.

Termenadurioù

drouglaouen, adanv hag adverb.

  1. Adanv.
    1. (Diwar-benn an dud.) Displijet gant ar pezh a zo pe a c'hoarvez.
      Me, avat, drouklaouen ha genaouek, a gave d’in, pa droen an alc’houez en nor houarn, edon о sebe­lia eun huñvre, mouget kerkent ganet. (Drezen, 1932:35)
      Ha petra 'ta a zo kiriek deoc'h da vezañ drouklaouen ? » a c'houlennas an noter. (Ar Gow, 1965:89)
      Ar bloavezh kentañ war-lerc'h an eost e oa dougerez Mari Toulleg ha drouklaouen ha kintus he c'havis pa 'z is da glask ar sac'hadoù ed hor boa da gaout digant Joz. (Ar Gow, 1965:90)
      Gwisket evel martoloded ar Stad, e tougent bep a gepi soudard, ar pezh a oa kiriek dezho da vezañ drouklaouen. (Ar Gow, 1976-a:198)
      Drouk-laouen ha mezhek e chomas da bilpasa war leurenn an ti, evel ul leon en e gaoued, endra ma rannen kaoz gant ar vaouez. (Ar Gow, 1976-b:334)
      Ret e voe d'an hobbit kavout lec’h evito-holl, hag ac'hubiñ e holl salioù, hag aozan gweleoù war kadorioù ha gourvezvankoù kent klenkañ an holl anezho ha mont d'e weleig-eñ, skuizh-hras, ha drouklaouen un tamm. (Tokien ha Dipode, 2001:41)

      Drouglaouen a-ziwar udb.

      O vezañ ma ne veze mui a gentelloù gallek en ur skol brevez eus kêr Toronto, e rann-vro Ontario, er C'hanada, un hanter-kant bennak a gerent hag un tri-ugent bennak a skolidi o deus diskouezet raktal pegen drouklaouen e oant a-ziwar gement-se. (Al Liamm, niv. 119, 1966)

      Drouglaouen eus udb.

      Ni a welo neuze ta, ha bezit sur n’omp ket drouk-
      laouen diouz ho koulenn !
      (Kannad Arvor, niv. 1562, 1909)
      Ne oa ket drouklaouen Lennoniz eus o zaol hag, e-pad pell, e komzjont gant fouge anezhañ. (Ar Gow, 1977-a:113)

      Drouglaouen dirak udb.

      Niver ar Saozon e tiad an Dug, al levezon o doa warnañ, an arc'hant paeet d' ar gabitened saoz o doa stourmet gant Monforzhiz, an holl draoù-se a zisplije d' an uhelidi ; drouklaouenoc'h e oant c'hoazh dirak ar strivoù graet gant an dug evit kreskiñ e c'halloud ha bevennañ o hini e diabarzh an dugelezh. (Penneg, 1973:137)

      Drouglaouen gant udb. pe ub.

      Ar mab, pell diouzh bezañ drouklaouen gant kement-se, a zisklerias e oa mat gantañ eurediñ d' ar plac'h gaouank, n' eo ket hepken evit sentiñ ouzh e dad, hogen dre ma oa douget e galon dezhi e gwirionez. (Konan, 1953:46)
      Erwin zo drouklaouen gant e zarempred. (Al Liamm, niv. 50, 1955:17)
      Komzet em eus dija eus ar « skandal »-se er gelaouenn-mañ ur pennad 'zo ha tud 'zo a voe drouklaouen ganin. (Mac An Bheatha hag Andouard, 1980:43)

      Drouglaouen da rankout ober udb.

      Ne oa ket drouklaouen, emezañ, da rankout mont e pinijenn war zigarez e oa gwir Vreizhad, rak tu a gavje, evel-se, da zrouk-komz eus Bro-C'hall na oa ket evit gouzañv e oa deuet soñj da Vreizhiz da glask mad o bro. (Ar Gow, 1976-b:335)

      Drouglaouen oc'h ober udb.

      Drouklaouen e voe ar plac'h yaouank o klevout se, rak prest e oa da servijañ koan. (Konan, 1953:43)
      Krediñ a rae e oa oc'h ober e benn fall, hag e oa-hi drouklaouen o soñjal ne vefe biken berraet e brantad-kastiz evel-se. (Heussaff, 1970:136)
      Gant kalz a dro en em lakas en e sav, drouklaouen evit doare o verzout e oa bet tennet an evezh warnañ. (Kafka ha Lermen, 2015-2016:52)
      Lorc'hus on me ivez, ha drouklaouen-meurbet on o welet ne blijan tamm ebet deoc'h. (Kafka ha Lermen, 2015-2016:54)

      Laouen pe drouglaouen.

      Laouen pe drouglaouen, ranket e-noa dilezel e vereuri. (Bargain, 1967:25)
    2. (Diwar-benn ar pezh a eztaoler.) A ziskouez ez eur diplijet gant ar pezh a zo pe a c'hoarvez.
      An diou goz a gôze ive goustadik, eun doare drouklaouen d’ezo. (Ar Moal, 1913:10)
      N’oa ket drouklaouen e vousc’hoarz. (Drezen, 1932:29)
      Kilañ a reas-hi buan ha leuskel : « O ! » gant ur vouezh drouklaouen ha klemmvanus. (Evenou, 1960:62)
      Aet int kuit, neuz drouklaouen warno, war-du ar c'hroazhent. (Heussaff, 1960:145)
  2. Adverb. En un doare displijet gant ar pezh a zo pe a c'hoarvez.
    Paol Tirili en doa lakaet tan en eur sigaretenn, hag, e zaouarn en e chakodou, ez ae davet hent ar c'halaj, dre goad glas Sant Lorans, ha bagou ar porz. Hep difrae. Drouklaouen. Pa glevas a-drefiv e gein :
    — O !… Paol !… Na ruz ket da dreid e-giz-se ’ta !
    (Drezen, 1936:10-11)
    Da Viribi, eme Da outañ drouklaouen. (Ollivro hag Even, 1955:105)
    Izili tiat ar V. N. V. hag ar gatoliked a oa er strollad a stourme drouklaouen ouzh politikerezh german-holl ar gostezenn. (Al Liamm, niv. 68, 1958, p. 180)
    C'hoarzhin a raen e toull-dor ar marchosi, pa welen goude Karlig-kaezh o tont er-maez drouklaouen, warnañ neuz ul louarn c'hwitet gantañ e daol war ur yar. (Ar Goff, 1960:251)
    Eilgeriañ a raent o daou drouklaouen :
    — Amzer 'zo, franzous, amzer 'zo, n' emañ ket an diaoul war hon lerc'h nann, kemer skouer warnomp, ev ur bannac'h, ha ro peoc'h dimp !
    (Ar Goff, 1960:254)
    Drouklaouen e kemeris hent an distro da Vro-Gernev gant va c'heneil, kerseet da vezañ graet tro wenn koulz lavarout. (Ar Gow, 1977-b:196)

Gerdarzh

Diwar an adanv laouen hag ar rakger droug-.

Troidigezh

Er c'helaouennoù : « mécontent drouklaouen » (Hemon, 1938:99).

Levrlennadur

Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.

Kelaouennoù

  • Al Liamm
    • niv. 50, Mae-Mezheven 1955, « Koadour Kerneblec'h », p. 10-22.
    • niv. 68, Mae-Mezheven 1958, « Emsav Bro-Flandrez », p. 169-183.
    • niv. 119, 1966, « Pa vo gwelet kemend-all e Breizh », p. 475.
  • Emsav, niv. 117, Gwengolo 1976, « Kendael a-zivout emsavioù ar broioù all. (Trizekvet testenn, PKB-1514). An emsav aljerian. XII. – Aljeria eus 1870 da 1900 (3) : ar voulañjouriezh (1885-1890). », p. 324-340.
  • Le Courrier du Finistère, niv. 1562, 18 a viz Kerzu 1909, « Kear ha meaziou », p. 3.

Oberennoù ha pennadoù

  • Ar Goff, D. : 1960. « An daou hoc'h bihan milliget eus bro Silezia ». Al Liamm, niv. 81, Gouere-Eost 1960. P. 249-259.
  • Ar Gow, Yeun : 1965. « Chomet e oa ar vazh e toull an nor ». Al Liamm, niv. 109, Meurzh-Ebrel 1965. P. 84-93.
  • Ar Gow, Yeun : 1976-a. « Eñvorennoù (kendalc'h) ». Al Liamm, niv. 176. P. 196-203.
  • Ar Gow, Yeun : 1976-b. « Eñvorennoù (kendalc'h) ». Al Liamm, niv. 178. P. 330-343.
  • Ar Gow, Yeun : 1977-a. « Eñvorennoù (kendalc'h) ». Al Liamm, niv. 181. P. 112-122.
  • Ar Gow, Yeun : 1977-b. « Eñvorennoù (dibenn) ». Al liamm, niv. 182, p. 185-198.
  • Ar Moal, Erwan : 1913. An “ Hini Goz ” o vont da dennañ he foltred. Brest : Éditions Feiz ha Breiz.
  • Bargain, R. : 1967. Bleun-Brug, niv. 166, Mae-Mezheven 1967, « Ar gaoued ». P. 24-35.
  • Drezen, Youenn : 1932. « An dour en-dro d’an inizi ». Gwalarn, niv. 42, Mae 1932.
  • Drezen, Youenn : 1936. « Itron Varia Garmez (darn) ». Gwalarn, niv. 92, Gouere 1936.
  • Evenou, Erwan : 1960. « En trammgarr ». Al Liamm, niv. 78, Genver-C'hwevrer 1960. P. 62.
  • Hemon, Roparz : 1938. « Geriadurig gallek-brezhonek ». Stagadenn da Walarn, niv. 117 in Gwalarn, niv. 121, Kerzu 1938.
  • Heussaff, Alan : 1960. « Labour d'an toer ». Al Liamm, niv. 80, Mae-Mezheven 1960. P. 140-145.
  • Heussaff, Alan : 1970. « O Donnovan Rosa. Diouzh ar marv e tiwan ar vuhez ». Al Liamm, niv. 139. P. 126-138.
  • Kafka, Franz ; Lermen, Françoise (troerez) : 2015-2016. Ar Porsez. Diembann.
  • Konan, Jakez (troer) : 1953. « Ali Baba hag an daou-ugent laer ». Al Liamm, niv. 36, Genver-C'hwevrer 1953. P. 11-47.
  • Mac An Bheatha, Proinsias ; Andouard, Loeiz (troer) : 2015-2016. « Taol ar marv – Tiegezhioù saoznek ar gouezelva ». Al Liamm, niv. 198, 1980. P. 42-45.
  • Ollivro, Edwarz ; Even, Per (troer) : 1955. « War hent Biribi ». Al Liamm, niv. 48, Genver-C'hwevrer 1955. P. 101-108.
  • Penneg, Per : 1973. « Un Alarc'h, Un Alarc'h tre mor… Ur seil nevez ouzh politikerezh an dug Yann IV ». Al Liamm, niv. 157. P. 136-139.
  • Tolkien, John Ronald Reuel ; Dipode, Alan (troer) : 2001. An Hobbit. Argenteuil : ARDA.