pennask

Lakaet enlinenn d’ar 17.07.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadurioù

pennask, -où, pennanv niveradus gourel.

  1. Chadenn pe gordenn a stager ganti unan eus kerniel ur penn-chatal ouzh unan eus e bavioù.
    Dioustu pa vezent lezet er mêz eus o c’hraou, hep su na pennask, e taoulamme saout Job Mezkam betek Prat ar Beg ! (Mab an Dig, 1955:11)
  2. (Dre leterc'hañ.) Strishadur frankiz unan bennak.
    O paouez lenn ar marvaill-ma,
    Meur a zen demezet, stag oc’h eur pennask fall,
    A lavaro m’ar d-int gwirion
    Enn ho c’halon :
    Me a garfe ive beza great kemend all,
    Eurusoc’h venn brema !
    (Milin, 1867:64)
    Ma vije koanteri kar tost da vadelez,
    Warc’hoaz kenta rafenn skoulm ar briedelez.
    Hogen dre n’ema koant ha mad oc’h en em glask,
    Em beuz aoun na ve d’in re lusiet va fennask.
    (Milin, 1867:74)
    Hogen ker boazet ez eo mab den ouz ar gwir hag ar gwiriou, ma ne wel ket pegen strisaet eo e zieubidigez en o hano... Pennasket he deus ar gevredigez ac’hanomp, eviti d’en em zifenn en hano ar gwir stummet e lezennou ; hag hor pennask o verraat bemdez. (Ar Menn, 1933:3)

Gerdarzh

Diwar ar pennanvioù penn ha nask.

Troidiegezh

Er geriadurioù : pennask, « entrave d’une bête à cornes qui lie la corne au pied » (Vallée, 1931:pg. entrave).

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Oberennoù ha pennadoù

  • Ar Menn, Hervé : 1933. « Gwir ha nerz. I. — Ar gwir er gevredelez ». An Oaled, niv. 43, 1 trimiziad 1933. p. 3-5.
  • Mab an Dig : 1955. « Siboud, bioc’h Job Mezkam ». Bleun-Brug, niv. 86, Kerzu 1955 p. 10-11.
  • Milin, Gabriel : 1867. Marvaillou grac’h-koz. Brest : J. B. Lefournier l’aîné.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]