emvuheziadur

Lakaet enlinenn d’an 29.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; not. notenn ; p. pajennoù.

Termenadur

emvuheziadur, -ioù, pennanv niveradus gourel.

Danevell buhez un den skrivet gantañ e-unan.

Beajou Barth ha Livingstone a zo bet trôet e galleg, beajou Stanley ivez (ar re a reas en Afrika) hag e emvuheziadur (danevell e vuhez skrivet gantañ e-unan). (Mordiern, 1936:43, not. 42)
Pinvidik a-walc'h emaomp evelato evit ar pezh a sell ouzh an emvuheziadurioú hag an eñvorennoù evit mareoù zo ; muioc'h a zo anezho e gwirionez eget a levrioù heñvel e saozneg. (O’Snodaigh, 1967)

Gerdarzh

Diwar ar bennrann -buhez-, ar rakger em- hag al lostger -adur hag en deus digaset un i dre vezkresk.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Mordiern, Meven : 1936. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn V) Diwez ». Gwalarn, niv. 86, Genver 1936.
  • O’Snodaigh, Pádraig (aozer an destenn er yezh orin) : 1997. « Notennou diwar-benn an emgann evit an dieubidigezh el lennegezh iwerzhonek ». Al Liamm, niv. 120, Genver-C'hwevrer 1967. P. 34-46.