enebamzeriadenn

Lakaet enlinenn d’an 21.07.2020,
daskemmet d’ar 25.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

enebamzeriadenn, pennanv niveradus benel.

Tra en em gav en un amzer ha nad eo ket e hini.

Klevet am beus alies komz diouz ar C’hont a Rospidou a oa e lojeiz e Sant-Yann Pleuvian, tost d’ar feunteun vurzudus. Arru’ oa koz meurbet po oe anavezet gant va mamm. Beza ao dioutan eun « enebamzeriaden » veo. (Berthou, 1928:278)

Gerdarzh

Diwar ar rakger eneb-, ar pennanv amzer gant un i degaset, dre vezkresk, gant al lostger -adenn.

Levrlennadur

Kelaouenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Ar C’hevre Breizek, Le Consortium Breton.

Oberennoù ha pennadoù

Berthou, Erwan : 1928. « En Bro Dreger a dreuz parkou. Giziou, boaziou, skoueriou ». Le Consortium Breton, levrenn 3, niv. 15, Meurzh 1928, p. 275-279.