mamm-gun

Lakaet enlinenn d’ar 15.02.2023,
daskemmet d’ar 27.02.2023.

Berradurioù : fesk. feskenn ; k. kartenn ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

mamm-gun, mammoù-kun, pennanv niveradus benel.

  1. Diagentiadez deuet 4 remziad a-raok an den, mamm-gozh d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh. Heñvelsterioù : mamm-adkuñv, mamm-ioù (ster 2).
    Met asanti a rankis dioustu ez oa ar Brezoneg hag ar C’hembraeg diou yez deveret eus an hevelep mammenn geltiek : diou c’hoar hag ez oa o mamm, o mamm-goz pe o mamm-you ; o mamm-gun, likun pe reverkun ; o mamm-gokenn, likokenn pe reverkokenn ; o mamm-bardi pe vom-bardi, an hevelep mamm geltiek a-dra-sur. (Paotr Juluen, 1935:49)
  2. Mamm d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh. Heñvelsterioù : gourvamm-gozh, mamm-gozh-kuñv, mamm-guñv, mamm-ioù (ster 3), mamm-ioù-gozh.

tad-kun.

Takadoù arver

Testeniekaet eo ar ster kentañ gant Paotr Juluen (1935:49), hag a zo eus Plistin, war an aod e kornôg Treger Vras. Klotañ a ra gant ster kentañ tad-kun, arveret e Treger hag e hanternoz ar Vro Pourlet (Ar Rouz, 1963:k. 575).

An eil ster a zo arveret e Poc'hêr (Favereau, 1992:pg. kun). Klotañ a ra gant eil ster tad-kun, arveret e gwalarn Bro-C'hlazig, war an aod e gevred Kernev, hag e kreisteiz ar Vro Pourlet (Ar Rouz, 1963:k. 575).

Istor

1935 : mamm-gozh an tad-kozh pe ar vamm-gozh, « mamm-gun » (Paotr Juluen, 1935:49).

Gerdarzh

Diwar ar pennanv mamm hag an elfenn kun, hag a c'hallfe dont eus an henvrezhoneg cun (Favereau, 1992:pg. kun), diwar ar c'helteg *con-os (Deshayes, 2021:pg. kun), pe bezañ un adstumm eus kuñv (Ar Bihan, 2023). S. o. tad-kun.

Levrlennadur

Aozerien hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Herve ar Bihan, Herve Le Bihan ; Frañsez Favereau, Francis Favereau ; Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux.

Oberennoù ha pennadoù

  • Deshayes, Albert : 2021. Dictionnaire étymologique du breton. Ar Chapel-Ervoreg : Éditions Label LN.
  • Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.
  • Le Bihan, Herve : 2023. Kenskriverezh hiniennel gant an aozer.
  • Le Roux, Pierre : 1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 6vet fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.
  • Paotr Juluen : 1935. An Tornaod. Gwengamp : Mouladuriou Arvor.