kouevreg
Lakaet enlinenn d’ar 24.11.2021,
daskemmet d’ar 25.11.2021.
daskemmet d’ar 25.11.2021.
Berradurioù : niv. : niverenn ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadurioù
kouevreg, -i, -où, pennanv niveradus benel.
- Gwelead kouevr.
- [El liester, dindan ar furm kouevregoù.]
Digor hizio d’hon argadadennou-preizata maeziou ec’hon ha mengleuziou pinvidik-dreist ar Gouzout, evel m’edo digor, tri mil vloaz a zo, dirak hor Gourdadou, douarou-labour, peurvanou, aouregou, kouevregou, arc’hantegou ha houarnegou ar Bed. (Mordiern, 1935:39)
- [El liester, dindan ar furm kouevregoù.]
- Mengleuz kouevr.
- [El liester, dindan ar furm kouevregoù.]
Kassios, mons Cassius gouez d’ar Romaned, mengleuz pe varc’had bras evit ar staen war an aod, el lec’h m’eman breman porz-mor Huelva, e-harz kouevregou pinvidik-dreist a zo dindan c’hounid breman c’hoaz. (Mordiern ha Vallée, 1944:258)
- [El liester, dindan ar furm kouevregoù.]
Gerdarzh
Diwar ar pennanv kouevr hag al lostger -eg.
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Vallée, François Vallée.
Oberennoù ha pennadoù
- Mordiern, Meven : 1935. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn II) ». Gwalarn, niv. 78, Mae 1935.
- Mordiern, Meven ; Vallée, François : 1944. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, o istor hag o sevenadur, trede moulladur. Brest : Skridoù Breizh.