skragnadenn

Lakaet enlinenn d’ar 14.07.2020,
daskemmet d’ar 15.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

skragnadenn, pennanv niveradus benel.

Den bet skragn evit unan bennak pe un dra bennak.

Nac’hañ a ra ar skrañgnadenn reiñ ur gwenneg zoken. Drouk ennan, Sempronio, — gant skoazell ar mevel all, Parmeno, — a lazh Celestina. (Drezen, 1943:25)
N' oa ket pizh e vamm e-giz ar skrañgnadenn-se a C'haidig. (Drezen, 1959:187 ha 1972:32)

Gerdarzh

Diwar skragn, hag al lostger -adenn.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Drezen, Youenn : 1943. « La Celestina ». Gwalarn, niv. 156-157, Genver-C'hwevrer 1943, p. 25-26.
  • Drezen, Youenn : 1959. « Skol-Louarn Veig Trebern ». Al Liamm, niv. 74, Mae-Mezheven 1959, p. 184-195.
  • Drezen, Youenn : 1972. Skol-Louarn Veig Trebern. Lodenn gentañ. I. Brest : Al Liamm.