boud
Lakaet enlinenn d’an 20.07.2020,
daskemmet d’an 03.11.2021.
daskemmet d’an 03.11.2021.
Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; r. gt. resisaet gant ; s. o. sellet ouzh.
Termenadur
boud, adanv.
(Er c'hoarioù.) En em gavet en ur blegenn ma ne c'hall ket c'hoari pa rankfe en ober.
- (Er c'hoarioù kartoù.)
Boud ! (Ar Gall, 1957:448)
Boud on. (Ar Gall, 1957:448)
- (Er c'hoari echedoù.)
bout eo ar roue (Ar Menn, 1965:118)
- (Er c'hoari domino.)
Boud on. (Lagadeg ha Menard, 1995:pg. boud1 ; Menard ha Kadored:pg. boud2)
Evezhiadenn : evit ar sterioù hag an implijoù all, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).
Troidigezhioù
Er geriadurioù :
- boud, « mat » r. gt. « aux échecs » (Menard, 2012:pg. mat1),
- bezañ boud, « être mat » (Menard, 2012:pg. mat1),
- lakaat boud « mater » r. gt. « aux échecs » (Menard, 2012:pg. mater1),
- lakaat ub. boud « faire qqn mat » (Menard, 2012:pg. mat1).
Evezhiadenn :
Dre fazi eo ez eo bet roet an troidigezhioù « mat » ha « mater ». Dont a ra anat e talvez « pat » er c'hoari echedoù pa seller pizh ouzh ar pennad a zo bet skrivet gant Gwennole ar Menn (1965) hag arveroù ar ger.
- Klasket en deus Gwennole ar Menn reiñ holl an termenoù hag an troiennoù implijet er c'hoari echedoù. Souezhus e vefe en defe disoñjet un termen ken pouezus all.
- Ur rannbennad en deus graet Gwennole ar Menn gant an troiennoù a vez implijet pa vez ar roue war var, ha n’emañ ket ar ger boud e-barzh. N’eus ket bet graet liamm ebet etre an troiennoù-se hag ar ger boud en e bennad zokenoc'h.
- E arveroù all a ziskouez ne dalvez ket ar ger en deus kollet ar c'hoarier. Talvezout a ra ne c'hall ket hemañ c'hoari nemetken.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Ar Gall, Charlez : 1957. « Le vocabulaire breton de L’Hôpital-Camfrout ». Annales de Bretagne et des pays de l'Ouest, levrenn LXIV, niv. 4, bloavezh 1957, p. 445-473.
- Ar Menn, Gwennole : 1965. « Deskomp c'hoari an echedoù ». Ar Bed Keltiek, niv. 76, 1965, p. 117-118.
- Lagadeg, Jean-Yves ; Menard, Martial (renerion) : 1995. Geriadur brezhoneg. Ar Releg-Kerhuon : An Here.
- Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Kemper : Palantines.
- Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerion) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.