trisiti

Lakaet enlinenn d’an 22.06.2020,
daskemmet d’an 03.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn.

Termenadur

trisiti, pennanv niveradus gourel.

Karbed tredan a dreuzdoug treizhidi e kêr hag a ruilh war un hent-houarn. Heñvelster : tramgarr.

Zorah a oa harpet ouzh ar gloued-c'hortoz, o c'hedal an trammgarr. Ne oa ket boas tamm ebet da gemer an « trisiti » (1), hogen hiziv en em sante gwall droet : a-boan ma talc'he war he zreid. (Evenou, 1960)

Gerdarzh

Diwar pennanv gallek électricité (Evenou, 1960).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Evenou, Erwan : 1960. « En trammgarr ». Al Liamm, niv. 78, Genver-C'hwevrer 1960, p. 62.