dishouarnet
Lakaet enlinenn d’an 22.11.2021.
Berradurioù : niv. : niverenn ; p. pajenn(où) ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
dishouarnet, adanv.
Kollet gantañ pe tennet digantañ e hern.
Eur gof (marichal), deut d’ar groaz-hent, war gourc’hemenn eur paotrig, da dacha eur marc’h dishouarnet, a lezas eno turkez, morzol ha tachou evit ober kemend-all. (Gourvil, 1911:2a)
Eun devez oan bet gantañ er gêr vras hag e oamp diwezat o tistrei, d’ar gêr, rak ar marc’h, dishouarnet, a oa kamm-broud. (Paotr Treoure, 1949:8a)
Tud int ! al loened-se
Hag o boteier dishouarnet a stok
War vein c'hlas an neñv ankeniet. (Philippe, 1979)
Gerdarzh
Diwar dishouarnet, adanor ar verb dishouarnañ.
Levrlennadur
Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Hekleo Penn ar Bed, L’Écho du Finistère.
Oberennoù ha pennadoù
- Gourvil, F. : 1911. « An diouc’har hep korf. Eur marvailh eus Bro-Iverzon ». L’Écho du Finistère, niv. 313, 25 a viz Du 1911. P. 1-2.
- Paotr Treoure : 1949. « Eun tenn-fuzul burzudus ». Kroaz Breiz, niv. 20, Nedeleg 1949. P. 8-9.
- Philippe, Jef : 1979. « Tud ». Al Liamm, niv. 195, 1979. P. 261.