izvroadelezh
Lakaet enlinenn d’an 12.11.2021,
daskemmet d’an 13.11.2021.
daskemmet d’an 13.11.2021.
Berradurioù : niv. : niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
izvroadelezh, -ioù, pennanv niveradus benel.
Broadelezh liammet gant ur vro a ya d’ober ul lodenn eus ur riez.
En Arc'hentina n' eus ket ha ne vo ket a isvroadelezhioù. (Treizhermor, 1951:41)
Evit an isvroadelezhioù iberek, o deus en em dolpet distak groñs diouzh Kastelhaniz. (Treizhermor, 1951:41)
Ar politikerezh eo, dreist-holl, a zo kiriek da gement-se rak gwelloc'h eo d' ur mestr tevel mik diwar-benn bezañs un isvroadelezh pa vez lakaet diaes e benn ganti. (Minarech ha Thomas, 1956:33)
E Bro-Brus e c'hourdrouze ar Gouarnamant kilstourmus Stad ar Serbadelezh hag a oa hep difenn, en enep d' an isvroadelezhioù gall ha danat, pa n' he doa harp ebet en diavaez. (Minarech ha Thomas, 1956:44)
Gerdarzh
Diwar ar pennanv broadelezh hag ar rakger iz-.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Treizhermor : 1951. « Ar broadelezhiou en Arc'hantina ». Al Liamm, niv. 24, Genver-C'hwevrer 1951. P. 40-45.
- Minarech, W. ; Thomas, Yann (troer) : 1956. « Serbiz Bro-Luzasia ». Al Liamm, niv. 56, Mae-Mezheven 1956. P. 33-52.