penn
daskemmet d’an 03.11.2021.
Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; niv. : niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger(ioù) ; s. i. o. sellet ivez ouzh ; s. o. sellet ouzh ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadurioù
penn, -où, pennanv niveradus gourel.
- [E troiennoù zo.] Den heverk e benn.
Penn azen, penn beuz, penn leue, penn peul. Den sot. Enepsterioù : pennden, penn-den (s. o. III).
- [E troiennoù zo.] Hinienn.
- [Heuliet gant ur pennanv unan.] Hinienn, anezhi ul loen pe un den (hervez ar pennanv a zeu war-lerc'h).
(Diwar-benn al loened.) Penn-dañvad, penn-yar. Hinienn, anezhi un dañvad, ur yar.
(Diwar-benn an dud.) Penn-den. Hinienn, anezhi un den.
- [En unander.]
Ann dra-man, eme Voizes, eo ar bara a ro Doue deoc’h d’en em vaga ha chetu aman he c’hourc’hemen : ra zeui peb unan ac’hanoc’h da zastum ar pes a zo red evit he vagadures ; ar muzur merket eo ar gomor evit pep penn-den. (Feiz ha Breiz, niv. 360, 1871:371a)
An ilizou coad a zo Jeun couch ha bour d’ar zuliou ha d’ar goueliou, d’an ampoent n’euz ket eur penn-den o tarempred an ilizou saotret pe laeret gant an dispac’herien (Feiz ha Breiz, niv. 6, 1877:46b)
O veza m’oa digor dor an ti ez aes ebarz hag e redas eus an eil sal d’eben hep kaout eur penn den war e hent. (Feiz ha Breiz, niv. 1, 1929:24 ; s. i. o. Arvor, niv. 73, 1942:4b)
N' o deus morse ar Bandar-Log menoz d' ober tra pe dra ; nemet e faltazias unan anezho ar pezh a seblante dezhañ ur menoz skedus hag e lavaras d'an holl re all e vefe eus Mowgli ur penn-den talvoudus e zerc'hel er meuriad en abeg ma c'hellfe gweañ skourroù evit goudoriñ ouzh ar gwent ; ha mar tapfent krog ennañ e c'hellfent e lakaat da zeskiñ dezho. (Kipling hag Abeozen, 1964:121)
- [El liester, furm pennoù-den.]
Ober gwashoc'h c'hoazh eo moulañ un destenn gant meur a rumm lizherennoù. Unvaniezh ar rummoù a vez ret-mat amañ, da gaout akord etre an nesaelezhioù a darzh eus natur ar « plommoù » koulz hag eus natur ar pennoù-den. (Kerverzhioù, 1950:70)
- [Evit geriañ an ingalañ.]
E broioù estren ’ zo e vez debret bep bloaz 17 kilogrammad pesked dre bennden e-lec’h 3 c’hilogrammad en hor bro-ni. (Berdouare, 1944:2)
BREMAN kant vloaz ne veze ket debret a bemp lur zukr, er bloaz, dre benn-den, ; breman ez a wardro 90 lur gant pep hini. (Feiz ha Breiz, niv. 2, 1939:24)
Muioc’h a labour a ra an artizan eget ne ra pep labourer en un uzin, ma vije sellet ouzh al labour dre benn den; rak, e ti ar micherour, n’eus ket a vurevioù-studi, n’eus ket a warded, n’eus ket a gonterien nag a implijidi... (Kerverzhioù, 1943:2)
Eva ’ reer 20 litrad alkool pur bep bloaz ha dre benn den (hep diskonta na merc’hed na bugale). (Bleun-Brug, niv. 50, 1952)
- [War-lerc'h un niver.]
Roumanegerien ar Pind, anvet Koutzo-Valaked, Zinzared, Valaked Vakedonia, eo ar re niverusa : war-dro 200.000 penn-den. (Mordiern, 1935-a:72)
An Ao. Loth, studiet gantañ hiniennoù eus an dielloù-se e Kernev-Veur en deus niveret 128 penn-den Breton e parrez Penwilch war 723 a oa o vevañ enni e 1520. (Ar Pagan, 1943:290)
Pemp kant eizh ha pevar ugent kilometrad karrez he deus, ha war-dro tri-ugent mil penn-den. (Ar Pagan, 1944:4a)
- [En unander.]
- [Heuliet gant ur pennanv lies.] Hinienn e-touez ur rumm.
(Diwar-benn al loened.) Penn-deñved, penn-chatal, penn-kezeg, penn-saout, penn-yer. Hinienn e-touez an deñved, ar chatal, ar c'hezeg, ar saout, ar yer.
(Diwar-benn an istorioù.) Penn-tud. Tudenn eus un istor. Heñvelster : tudenn.
« Deuit da c'hoari ganin, deuit 'ta ! » eme gwir haroz ar film-mañ en ur gomz ouzh ar veajourien eus an oabl : Barry n'emañ ket c'hoazh war e bemp bloaz, moarvat. Evel e vamm, evel Roy, an dreser linennoù-tredan, evel Lacombe, ar gouizieg gall, evel meur a benn-tud all, e het hag e sant donedigezh an estrañjourien. (Briant, 1978:220)
- [Heuliet gant ur pennanv unan.] Hinienn, anezhi ul loen pe un den (hervez ar pennanv a zeu war-lerc'h).
- [E troiennoù zo.] Hinienn a dalvoudegezh.
Penn-den. Den a dalvoudegezh. Heñvelster : pennden. Enepsterioù : penn azen, penn beuz, penn leue, penn peul (s. o. I).
- [En unander.]
An tad Ducoudray, ep falgaloni eun tam, a responte ken dizaoun ha ker seven oc’h kement a c’houlennent, ma lavare ar gardou; « pebez den! pebez penn den! » (Morvan, 1871:347b)
Ker stank e oa al loened en o zropellou ma vez graet meneg, gant an enskrivaduriou war dôennou-baot engravet e dibenn an eil milved kent H.S., eus deñved pe ejened lidlazet ganto a zegou, a dregontadou, a zaou-ugentadou, a gantadou zoken, en eur wech ha d’eur penn-den hepken aet da anaon. (Mordiern, 1937:86)
Brudetañ penn-den ar rummad-se eo ar romantour Hendrik Conscience (1812-1883) , gall e dad ha flamank e vamm. (Raes, 1958:170)
- [El liester, furm pennoù-tud.]
Bez ’ hon eus, e keltieg, enskrivaduriou-meur, enskrivaduriou evel pa lavarfen a-berz Stad, da lavarout eo a-berz pennou-tud, renerien, uhelidi, breuriezou-beleien, kevredadou-micherourien, bet engravet er Ia hag en IIvet kantved goude H. S.: deiziadur (kalander) arem Coligny, aoter bageerien Lutetia, h. a. (Mordiern, 1935-b:17)
Verriest a stummas d' e dro Albrecht Rodenbach (1856-1880) un den danvez ennañ, unan eus brasañ pennoù-tud an emsav flandrezat, marvet siwazh d' an oad a bevar bloaz warn-ugent. (Raes, 1958:172)
- [En unander.]
Evezhiadenn : evit ar sterioù hag an implijoù all, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).
Gerdarzh
Eus an henvrezhoneg pen, penn, diwar ar c'helteg *kwenno- (Deshayes, 2003).
Troidigezh
Er geriadurioù : eur penn-den, « un seul [homme] » (Vallée, 1931:pg. homme).
Levrlennadur
Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.
Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Hekleo Penn ar Bed, L’Écho du Finistère.
Kelaouennoù
- Arvor, niv. 73, 31 a viz Mae 1942, « Gwreg an heol », p. 4.
- Bleun-Brug, niv. 50, Mezheven 1952, « Keleier », p. 16.
- Feiz ha Breiz
- niv. 360, 23 a viz Kerzu 1871, « Ar Sakramant », p. 370-372.
- 3de rumm, niv. 6, 7 a viz Ebrel 1877, « Ar Relijion gatholik e Jenev », p. 46-47.
- 65vet bloavezh, niv. 1, Genver 1929, « Gwreg an Heol », p. 21-29.
- 75vet bloavezh, niv. 2, C'hwevrer 1939.
Oberennoù ha pennadoù
- Ar Pagan, Goulc'hen : 1943. « Darempredou etre Kernev-Veur ha Breizh ». Gwalarn, niv. 160, Kerzu 1943. P. 289-292.
- Ar Pagan, Goulc'hen : 1944. « Greomp anaoudegezh gant enez Vanav ». Arvor, niv. 159, 6 C'hwevrer 1944. P. 4.
- Berdouare, A. : 1944. « Ar sadineta hag an tabud peurbadus etre ar martolod hag ar marc’hadour ». Arvor, niv. 161, 20 a viz C'hwevrer 1944. P. 1 ha 2.
- Briant, Mikael : 1978. « Ur film : " Gweladenn eus an trede rumm " ». Al Liamm, niv. 188, 1978. P. 219-220.
- Deshayes, Albert : 2003. Dictionnaire étymologique du breton. Douarnenez : Chasse-Marée.
- Kerverzhioù : 1950. « Moulerezh ». Al Liamm, niv. 23, Du-Kerzu 1950. P. 69-71.
- Kipling, Rudyard ; Abeozen (troer) : 1964. « Hemolc'h Kaa ». Al Liamm, niv. 103, Meurzh-Ebrel 1964. P. 116-141.
- Kerverzhioù : 1943. « Gwiaderien Uzel skouer an dud-a-vicher ». Arvor, niv. 138, 5 a viz Gwengolo 1943. P. 1 ha 2.
- Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.
- Mordiern, Meven : 1935-a. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn I) ». Gwalarn, niv. 76, Meurzh 1935.
- Mordiern, Meven : 1935-b. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn II) ». Gwalarn, niv. 78, Mae 1935.
- Mordiern, Meven : 1937. « Istor ar Bed. Pempvet levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa. Poblou warlerc’hiet ar bed betek hollvedvelierez ar ouenn wenn (XIX-vet kantved goude H. S.). II ». Gwalarn, niv. 101-102, Ebrel-Mae 1937.
- Morvan, Goulven : 1871. « Divarbenn hiniennou euz ar re zo bet lazet epad. dispac’h Paris ». Feiz ha Breiz, niv. 357, 2 a viz Kerzu 1871. P. 346-347.
- Raes, Roeland : 1958. « Emsav Bro-Flandrez ». Al Liamm, niv. 68, Mae-Mezheven 1958. P. 169-183.
- Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]