kabouilhat
Lakaet enlinenn d’ar 06.03.2023,
daskemmet d’an 04.01.2024.
daskemmet d’an 04.01.2024.
Termenadur
kabouilhat, verb trazeat eeun.
Implijet da adanv. [En adanor.] (Diwar-benn ar gensonenn r.) Distaget gant adreñv kein an teod, ouzh an hugenn pe ouzh gouel ar staon. kaozeal kraoñennek, komz riskl, risklañ, rollañ.
an dud etre 30 ha 50 a oar mat ar yezh alies, nemet eo aet an trec'h gant ar galleg en o spered peurvuian̂. Ne vez ket ken dibistig o fonologïezh, ha boutin gante an /r/ kabouilhet, heman̂ techet da veskan̂ gant /x/ ha /ɣ/… (Evenou, 1987:7)
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Evenou, Erwan : 1987. Description phonologique du breton de Lanvénégen (canton du Faouët, Cornouaille) – Studi fonologel brezhoneg Lanijen (kanton ar Faoued, Kernev). Thèse pour le Doctorat Unique sous la direction de monsieur le professeur Pierre Denis – Per Denez. Roazhon.