damziboblañ

Lakaet enlinenn d’an 22.10.2021,
daskemmet d’an 12.11.2021.

Berradur : niv. niverenn.

Termenadurioù

damziboblañ, verb trazead eeun hag antrazead.

  1. [Arver trazeat eeun.] Lakaat an niver a annezidi da zigreskiñ betek na vefe ket kalz anezho ken.
    • [Implijet da adanv.]
      Hag ar varc’heien neuze ha laza an hanter anezo, ober sklaved eus an hanter-all, ha gervel kenvroïz eus an Alamagn evit lakaat dindan gounid ar vro damziboblet ganto. (Mordiern, 1935-a:87)
  2. [Arver antrazeat.] Dont da vezañ bihan niver e annezidi.
    Ker stank e voe hoalet neuze ar C’hresianed dre o ferc’hennadennou nevez, ma tamziboblas o bro gant an niver anezo a yeas da ober o annez en Ejipt hag e broiou ar Savheol. (Mordiern, 1935-b:67)

Gerdarzh

Diwar ar verb diboblañ hag ar rakger dam-.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Mordiern, Meven : 1935-a. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn I) ». Gwalarn, niv. 76, Meurzh 1935.
  • Mordiern, Meven : 1935-b. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn II) ». Gwalarn, niv. 78, Mae 1935.