stankenn

Lakaet enlinenn d’an 10.03.2023,
daskemmet d’an 11.03.2023.

Termenadur

stankenn, -où, pennanv niveradus benel.

Kensonenn a zistager dre virout an aer a dremen er genoù ouzh e stankañ er gorzailhenn pe er genoù.

Studiet hon eus (Preder 71 1965 19-32) gwanadur ar c’hensonennoù, ar stankennoù pergen. (Pennaod, 1966:100)
Ur stankenn avat a c'hell bezañ war un dro gwan hag amglev : c’hoarvezout a ra e brezhoneg, da skouer, e dibenn ar gerioù dirak ur c’homzarsav (er skridoù : ur pik, ur skej, h.a. Da skouer ar soniad a skriver t en estlammadenn : "Mat ! "). (Pennaod, 1967:72)
E feiz, re strizh komz eus tarzhennoù evel e derou un arroudenn, gwell menegiñ c'hwec'h aozad evit ar stankennoù hag ar rimiennoù. (Kedez, 2012:271)

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Kedez, Koulizh : 2012. Yezh va Zud. Sant-Kouled : An Diaoul Dieub.
  • Pennaod, Goulven : 1966. « Ar c’hwezhennoù-dent hag ar c’hwibanennoù ». Lavar 01, Preder, kaier 79-81, Genver-Meurzh 1966. P. 81-102.
  • Pennaod, Goulven : 1967. « Ar c’hwezennoù gweuz-dent ». Lavar 02, Preder, kaier 92-94, C'hwevrer-Ebrel 1967. P. 72-96.