tad-kozh
daskemmet d’an 23.02.2023.
Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; fesk. feskenn ; k. kartenn ; s. o. sellet ouzh ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadurioù
tad-kozh, tadoù-kozh, pennanv niveradus gourel.
- Tad d’an tad pe d’ar vamm. Heñvelsterioù : tad-ioù (ster 1), tad-mignon, tad-paour, tata-gozh. Enepsterioù : bugel-bihan, mab-bihan, merc'h-vihan.
Tad-kozh e-raok. Tad d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh. Heñvelsterioù : gourdad-kozh, hendad-kozh, tad-ioù (ster 3), tad-ioù-kozh, tad-kozh (ster 2, izeloc'h), tad-kozh-ioù, tad-kozh-kuñv, tad-kun (ster 2), tad-kuñv.
- (lec'hel) Tad d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh. Heñvelsterioù : gourdad-kozh, hendad-kozh, tad-ioù (ster 3), tad-ioù-kozh, tad-kozh e-raok (sellet uheloc'h), tad-kozh-ioù, tad-kozh-kuñv, tad-kun (ster 2), tad-kuñv.
mamm-gozh, tud-kozh.
Evezhiadenn : evit ar sterioù hag an implijoù all, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).
Takadoù arver
Testeniekaet eo an eil ster, « tad d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh », war Enez-Groe, e Bro an Oriant (Ar Rouz, 1963:k. 575).
An droienn tad-kozh a-raok a zo testeniekaet war Houad, e Bro Gwened (Ar Rouz, 1963:k. 574).
Gerdarzh
Diwar ar pennanv tad hag an adanv kozh.
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux.
Oberennoù ha pennadoù
- Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.
- Le Roux, Pierre : 1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 6vet fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.