mamm-bardi

Lakaet enlinenn d’an 09.02.2023,
daskemmet d’an 18.02.2023.

Termenadur

mamm-bardi, mammoù-pardi, pennanv niveradus benel.

Diagentiadez deuet 10 remziad a-raok an den, ur remziad a-raok ar vamm-reverkokenn.

Met asanti a rankis dioustu ez oa ar Brezoneg hag ar C’hembraeg diou yez deveret eus an hevelep mammenn geltiek : diou c’hoar hag ez oa o mamm, o mamm-goz pe o mamm-you ; o mamm-gun, likun pe reverkun ; o mamm-gokenn, likokenn pe reverkokenn ; o mamm-bardi pe vom-bardi, an hevelep mamm geltiek a-dra-sur. (Paotr Juluen, 1935:49)

Takad arver

Testeniekaet eo ar ger e Treger, gant Paotr Juluen (1935:49), hag a zo eus Plistin, war an aod e kornôg Treger Vras.

Gerdarzh

Diwar ar pennanv mamm hag an elfenn pardi.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Paotr Juluen : 1935. An Tornaod. Gwengamp : Mouladuriou Arvor.