mezkresk

Lakaet enlinenn d’an 10.07.2020,
daskemmet d’an 12.07.2020.

Berradur : m. gt. meneget gant.

Termenadur

mezkresk, pennanv hollek gourel.

Soniad diabarzh ur ger a zo bet ouzhpennet evit aesaat an distagadur ha na zeu ket eus e c'herdarzh.

LF a lavar e c'hortojed *guotn, hogen an deverad amañ a ziskouez e raed hBr. <dn> evit /-dn-/ < *-tn-. Reol e vez ar mezkresk e kerneveg, rouesoc'h a galz e brezhoneg ma ranker lenn moarvat un dra bennak evel [ɡʷʊdᶷn] ar pezh a vije aet da Br. ↑gounn. (Goulven Pennaod, m. gt. Étienne, 2000:271)

Gerdarzh

Diwar an pennanv kresk hag ar rakger mez-.

Troidigezhioù

Er geriadurioù hag en oberennoù : mezkresk, « épenthèse » (Étienne, 1996:94 ha 116 ; Menard, 2012).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Étienne, Guy (rener) : 1996. Lavar 09. Ploveilh : Preder.
  • Étienne, Guy (rener) : 2000. Lavar 13. Ploveilh : Preder.
  • Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Kemper : Palantines.