alpat
Lakaet enlinenn d’ar 14.10.2021,
daskemmet d’ar 27.10.2021.
daskemmet d’ar 27.10.2021.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
alpat adanv.
Eus an Alpoù.
- (Kozh.) E denoniezh.
Ar ouenn alpat (Homo alpinus) : krennbennek, berr ha ledanenebek, friet ledan a-walc’h, daoulagad gell-splann pe c’hell-du, bleo du pe c’hell-kistin, mentet krenn pe verr, korfet torgosek. (Mordiern, 1932:63)
Gouenn alpat a raer anezi pa vez ano eus poblañs Europa hepken. Ar ger-se « alpat » ne denn ket da rei da gredi (evel « euraziat ») ez eo diwar eur c’hef nemetken an holl dud neuziet evel-se a gaver ken en Azia, ken en Europa. (Mordiern, 1937:75)
- En arme.
E Kaokaz ar sav-heol, chaseourien alpat alaman ha rouman a ziarbenn ar Rusianed. (Arvor, 1943, niv. 107:1)
Gerdarzh
Diwar -alp-, pennrann an anv divoutin Alpoù, hag al lostger -ad.
Troidigezh
En ur geriaoueg : alpat, « alpin » (Hemon, 1943:148)
Levrlennadur
Kazetenn
Arvor, niv. 107, 31 Genver 1943, « An amzer o tremen », p. 1 ha 3.
Oberennoù ha pennadoù
- Hemon, Roparz : 1943. « Anoiou douaroniez ». Geriadurig galleg-brezoneg, stagadenn da Walarn, niv. 107, 31 Genver 1943, p. 147-153.
- Mordiern, Meven : 1932. « Istor ar bed. Trede levrenn ». Gwalarn, niv. 44-45, Gouere-Eost 1932.
- Mordiern, Meven : 1937. « Istor ar bed. Pevare levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa. Poblou warlerc’hiet ar bed betek hollvedvelierez ar ouenn wenn (XIX-vet kantved goude H. S.). I ». Gwalarn, niv. 99, C'hwevrer 1937.