helenneg
Lakaet enlinenn d’ar 25.10.2021,
daskemmet d’an 31.10.2021.
daskemmet d’an 31.10.2021.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
helenneg, helenneion, pennanv niveradus gourel.
Den anaoudegezh vras dezhañ.
Un den e-kreiz stourm politikel Kembre an ugentvet kentved, skridvarnour a-zoare, helenneg ha dramaour eus an dibab, ez eus bet savet, e kembraeg hag e saozneg, meur a skrid diwar-benn J. Saunders Lewis met - din da c'houzout - n' eus bet lavaret kazi netra diwar e benn e brezhoneg. (Hincks, 1977:126)
« Snobelezh, » emezañ en ur skrid diwar-benn Goronwy Owen, ur barzh klasel eus an triwec'hvet kantved, « a zo ret-holl evit un helenneg ». (Hincks, 1977:126)
Gerdarzh
Diwar ar bennrann -lenn-, ar rakger he- hag al lostger -eg.
Trodidigezh
Er geriadurioù : helenneg, « érudit » (Vallée, 1931).
Levrlennadur
Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.
Oberennoù ha pennadoù
- Hincks, Rhisiart : 1977. « Ur sell ouzh buhez hag oberennoù J. Saunders Lewis ». Al Liamm, niv. 181, 1977, p. 126-134.
- Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]