kemennad

Lakaet enlinenn d’ar 26.10.2021,
daskemmet d’ar 27.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadurioù

kemennad, -où, pennanv niveradus gourel.

  1. Hollad stlennadoù, lavaret pe lakaet dre skrid, hag a zo e bal reiñ un dra bennak da c'houzout d’unan bennak. Heñvelster : neges.
    Mar bez aloubet ar bugel gant e savboent e-unan, ne zegemero ket kemennad an hentez. (Étienne, 1997-b:26)
    “Ma mignon ker,” emezan, “pegoulz e viot-c’hwi o tont ? Petra a-zivout loc’hañ kuit abred ? — hag aze emaoc’h o kemer lein, pe forzh anv a rit dioutañ, da zek eur hanter ! Ar c’hemennad o deus lezet deoc'h, pa ne c'hallent ket gortoz.”
    “Pe gemennad ?” eme an ao. Sac’heg kaezh, di­varc’het an tamm anezhañ.
    (Tolkien ha Dipode, 2001:43)
    Alies ez ampreste kartenn Thorin da barañ e selloù warni, o prederiañ diwar-­benn ar runoù ha kemennad al lizherennoù-loar a oa bet lennet gant Elrond. (Tolkien ha Dipode, 2001:241)
    Evit Jezuz en E gemennadoù d’ar welourion, ez eo kement-mañ ar pezh a zo bet diskuliet gant anAotrou Doue, setu tost da 2000 vloaz, d’E abostol Yann, hag embannet e levrenn ar Bibl anvet dres “Diskuliadur”. (Mikael, 2009:9)
    “Hiziv ez eus bet ganet deoc'h ur Salver e kêr David” a glevas ar vesaerion. Ar c'hemennad-se a dalvez e kemer Istor ar bed, hon Istor, ur ster nevez. (Talbot, 2012:10)
    Kavout a rae din e oa ar ger nevez-se implijet a-ratozh en destenn evit lakaat anezhi da genglotañ gant ar c'hemennad a venned lakaat da dremen. (Tiernvael, 2013:5)
  2. Skor (follenn baper pe parchenn peurliesañ) m’eo skrivet ar c'hemennad.
    “Mard ho pije diboultrennet an dumenn, ho pije kavet kement-mañ dres dindan an horolaj,” eme C’handalf, en ur astenn da Vilbo ur c’hemennad (skrivet, evel-just, war e baper-eñ). (Tolkien ha Dipode, 2001:43)
    Ne’m eus ket bet ho kemennad kent goude unnek eur nemet kard pa vin resis. (Tolkien ha Dipode, 2001:44)
  3. Keloù embannet gant ur pal resis evit neb a c'hallfe bezañ dedennet gantañ. Heñvelster : kemennadenn.

    Kemennad berr.

    Tud zo a gav un dous dre gemennadoù berr er c’hazetennoù. (Bouëssel du Bourg, 2012:30)

Gerdarzh

Diwar kemenn hag al lostger -ad.

Troidigezh

El levrioù : kemennad, « message » (Étienne, 1997-a:16).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Bouëssel du Bourg, Malo : 2012. « Dedi ». Al Liamm, niv. 394, Gwengolo-Here 2012. P. 27-38.
  • Étienne, Guy : 1997-a. « KIS-413 – Gl. destin- ». Lavar 10. Ploveilh : Preder. P. 13-17.
  • Étienne, Guy : 1997-b. « KIS-415 – Lavar ar vugale ». Lavar 10. Ploveilh : Preder. P. 22-26.
  • Mikael, Yann : 2009. « Ur c’houzavadenn ha na zoug ket da c’hoarzhin ». Kannadig Imbourc'h, niv. 62, Eost-Gwengolo-Here 2009, p. 8-10.
  • Talbot, Yann : 2012. « Teneridigezh Doue ». Kannadig Imbourc'h, niv. 74, Genver-C'hwevrer 2012, p. 9-10.
  • Tiernvael : 2013. « Iliz Bro-C’hall o farlotañ ar Skriturioù ». Kannadig Imbourc'h, niv. 80, Meurzh-Ebrel 2013, p. 4-6.
  • Tolkien, John Ronald Reuel ; Dipode, Alan (troer) : 2001. An Hobbit. Argenteuil : ARDA