poulifrenn
Berradurioù : m. gt. meneget gant ; niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; udb. un dra bennak.
Termenadur
poulifrenn, -où, pennanv niveradus benel.
Kementad gwall vihan, hogozik netra.
Ha c’hoas ma n’en em guemerit ket abred, ne allot ket lavaret : lezel a ran… hag ho tanvez ne daint ket eleac’h m’o pezo c’hoant! Ar maro-ta ne lezo ket eur boulifren ganeoc’h. (Lefebvre ha Morvan, 1867:53)
Gant ho koad eo livet
Kement a ev ar reusklen ;
N’hellit kaout eur boulifren
Ganthan na vez lipet. (Feiz ha Breiz, niv. 119, 1867)
E carteriou so ne gafet mui eur boulifren da zibri. (Morvan, 1868:82)
Tud ar geriaden, christenien ha paianed, n’eus ket lezet eur boulifren gantho. Ar riz a dlie hor maga beteg an eost, moc’h, ier, ejennet, oll int eat gantho. (Morvan, 1873)
Ar vugale, emezan outha he hunan, a dle pourvei da ezomou o zud pa vezont deuet var an oad ac eat re gabac’h. Va re-me m’oarvad o deus ankounac’heat ar gentel-ze eus o c’hatekismou ha ne deuint ket vardro o zad o veza ma ne c’hedont mui eur boulifren heritaj dious o mam. (Kannad Arvor, niv. 1431, 1907)
Hogen, anat eo e labouris en un doare hiniennel dre en em stummañ ouzh ar gerioù arnevez, rak ne oan gouest da gompren nemet pilifrennoù eus ar breutadurioù aozet er mare-se. (Emsav, niv. 72, 1972)
[En e furm vihanaat.]
Gwilifrenn : ur vilifrennig amann, ur vilifrennig vara ; un tammig bihan-bihan. (Denez, 1952:43)
Na gompren ur boulifrenn en udb.
N’oun ket kustum da veza dientent, nemet hizio eo tapet va spered genaouek. Ne gomprenan ket eur vulufenn er pez a c’hoarvez. (Riou, 1941:51)
Evezhiadenn : arveret en unander hag e-barzh frazennoù er stumm-nac'h peurliesañ.
Troidigezh
« pilifrenn b. très petite quantité » (Chantal an Noalleg ha Yann-Baol an Noalleg, m. gt. Étienne, 2006:25).
Levrlennadur
Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etreboradel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.
Kelaouennoù ha kazetennoù
Oberennoù ha pennadoù