brazjedadur
Lakaet enlinenn d’ar 05.07.2020,
daskemmet d’an 30.07.2020.
daskemmet d’an 30.07.2020.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
brazjedadur, pennanv niveradus gourel.
Oberiadur brazjediñ.
Roomp un nebeut sifroù a-zivout ar morianetaerezh en Angola, anezho brasjedadurioù bloaziek eus an ezporzhiadurioù sklaved er 16t hag er 17t kantved :
e 1536 e voe ezporzhiet etre 4 000 ha 5 000 sklav,
e 1576 e voe ezporzhiet etre 12 000 sklav,
e 1611 e voe ezporzhiet etre 10 000 sklav,
e 1641 e voe ezporzhiet etre 15 000 sklav,
e 1681 e voe ezporzhiet etre 8 000 ha 10 000 sklav2. (Emsav, niv. 73, 1973)
Gerdarzh
Diwar -brazjed-, pennrann ar verb brazjediñ, hag al lostger -adur.
Levrlennadur
Kelaouenn
Emsav, niv. 73, Genver 1973, « Kendael a-zivout emsavioù ar broioù all. (Testenn gentañ, PKB-1123) An emsav angolat », p. 15-30.