ijinidigezh
Lakaet enlinenn d’ar 24.10.2021.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadurioù
ijinidigezh, -ioù, pennanv benel.
- pennanv hollek. Oberidigezh ijinañ.
Daou dra dreist ar re-all, moarvat, o deus rôet lañs da boblidigez ar geotegi dre aesaat d’an dud beva enno :
1° Ijinidigez ar rod hag an ahel, al laz hag ar yeo, e penn-kenta oadvez ar metalou.
2° Doñvidigez ar marc’h e dibenn nevez-varevez ar maen, hag an ober gantañ diwezatoc’h war eun dro evel loen-marc’hegez hag evel loen-tenn. (Mordiern, 1937:24) - pennanv niveradus. Traez krouet diwar ijin.
Er penn diweza, an holl grouadurien a zo anezo war an douar, deuet eus a dre daouarn Doue, krouaduriou buhezeg pe zivuhez. Da heul, an holl grouidigeziou, ijinidigeziou, savaduriou deuet eus a berz an den, a berz e spered pe eus a dre e zaouarn. (Favé, 1955:2)
Gerdarzh
Diwar ijin-, pennrann ar verb ijinañ, hag al lostger -idigezh.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Favé, Visant : 1955. « Da glask sklerijenna hon hent ». Bleun-Brug, niv. 82, Mezheven-Gouere 1955, p. 2-7.
- Mordiern, Meven : 1937. « Istor ar Bed. Pempvet levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa. Poblou warlerc’hiet ar bed betek hollvedvelierez ar ouenn wenn (XIX-vet kantved goude H. S.). II ». Gwalarn, niv. 101-102, Ebrel-Mae 1937.