kelteg

Lakaet enlinenn d’ar 05.08.2022,
daskemmet d’an 02.09.2022.

Berradurioù : bl. bloavezh ; niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

kelteg, pennanv hollek gourel.

Yezh indezeuropek a veze komzet en oadvezh an arem gant ar Gelted hag a zeu anezhañ ar yezhoù gouezelek hag ar yezhoù predenek, pe, gwezhall, skourr eus ar yezh-se a veze komzet en henamzer e Breizh-Veur. Heñvelsterioù : keltieg, predeneg.

An darnvuia anezho ho deuz tolet a gostez ar c’hemreg (ar brezoneg a zo eur skourr enz ar c’hemreg) evid kemmeret yezou nevez, pe evid lavaret gwell, difregetl, dispennet ha mazaouet ho deuz ar c’hemreg, anvet ivez ar c’helteg, yez ho zud koz, ha savet gan an dispennachou-ze, o kemmeski gan-t-ho latin ha grek, yezou nevez d’ho giz. (Kerzalé, 1870:157a)
Man a zo eunan euz a anoyou an den er c’hemreg koz pe kelteg. (Kersalé, 1870:245b)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv Kelt hag al lostger -eg.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Kerzalé, Y. K. : 1870. « Diviz pe diwiz war ar brezoneg etre Yann, Paol, Pipi ha Loiz. Kenta pennad ». Feiz ha Breiz, 6vet bl., niv. 281, 18 a viz Mezheven 1870. P. 156-157.
  • Kersalé, Y. K. : 1870. « Diviz pe diwiz war ar brezoneg etre Yann, Paol, Pipi ha Loiz. Eizved pennad ». Feiz ha Breiz, 6vet bl., niv. 292, 3 a viz Gwengolo 1870. P. 244-246.