uhelstrollad-arme

Lakaet enlinenn d’an 20.06.2020,
daskemmet d’an 22.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn.

Termenadur

uhelstrollad-arme, uhelstrolladoù-arme, pennanv niveradus gourel.

Hollad an ofiserion, bagad ebet leviet gante, anezho kenlabourerion dostañ un ofiser uhel pe ur jeneral, hag a zo karget da zanzen an urzhioù, an doare d’o zreuzkas ha d’o seveniñ ha da genurzhiañ an oberiadurioù war an dachenn. Heñvelsterioù : strollad-meur, sturvod, uhelstrollad.

War an uhel, a-zehou d’an hent, ez eus savaduriou eul labouradeg-teol ; ac'hano e teu an ano boas « An Deolerez », ha n’eus ket anezañ koulskoude war gartennou an Uhelstrollad-Arme. (Riou, 1941)

Gerdarzh

Diwar ar pennanvioù uhelstrollad hag arme.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Riou : 1941. « Les concours d’«Arvor» ». Arvor, niv. 15, 13 a viz Ebrel 1941, p. 2.