dihued
Lakaet enlinenn d’ar 25.07.2020,
daskemmet d’ar 24.10.2021.
daskemmet d’ar 24.10.2021.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; r. gt. resisaet gant ; st. eb. stumm etrebroadel ; ub. unan bennak.
Termenadurioù
dihued, -où, pennanv gourel.
- Pennanv hollek.
- Santad plijus a denner eus un dra pe eus un obererezh. Heñvelsterioù : fent, dudi, plijadur.
En pep kalon, ’n pep tiegez,
E strink dihued ha levenez,
Rak e brezoneg, hon yez kaer,
E kân stank stank an alc’houeder. (Cadoret, 1912:130)Piv vo eno ? Ar memes re, moarvat : kozh emsaverion gozh o verlobiñ war amzeriad kaer Breiz Atao pe SBB […] ; ar beskont Le Jaune de Brignogan - na vije nemet Le Jaune, hep mui ma maes, ha beskont e Santelezh ar Pab, ouzhpenn, hervez a lavar teodoù binimus -, desket meurbet war ar yezhoù keltiek tramor : o distagañ a oar eus ar c'hwekañ hag ar resisañ, hep o c'homz, evel reizh ; ammerdiñ a ray an holl gant e brederiadennoù nay war nevezintioù espar ar chaloni Bultur, evel pa vije ar re-se eus an disterañ dihued evit den ; bez' e vo... (Josse, 1969:331)
Beajiñ a rae da gentañ holl evit tizhout e bal, hag evel-se an dihued a zeue dezhañ ivez. (Fleuriot, 1972:154)
Kavout dihued.
Den ne c'hell kavout dudi frouezhusoc'h ha kentel donoc'h en hec'h eeunded, koulz ha dihued yac'husoc'h ha sederoc'h eget e kompagnunez ar plantennoù. (Jestin, 1957:67)
Kemer dihued.
Hogen dihued eleiz am eus kemeret dirak an dremmweliou nevez a zizolôent d’in, hag eur bern anaoudegeziou a bep seurd am eus kuntuilhet diwar o skridou. (Mordiern, 1935-a:14)
E bro-all ebet n’emañ ledanoc'h astennet eget er Stadou-Unanet an dihued a gemer mab-den ouz arvesti ha studia traou an Natur : ar plant hag al loened dreist-holl. (Mordiern, 1935-b:45)
Bez’ e oa, amañ hag ahont, en-dro d’imp, arvesterien voas Liorz ar Plantennou, ar rummad tud-se dioutañ e-unan, anezo tud eus ar werin, soudarded ha plac’hed-bugale, a gar genaouegi dirak kael ar c’haouedou, hag a gemer kalz a zihued o teurel klos-kraoñ ha plusk-kistin ouz al loened morzet, pe o kousket a-drenv o barrennou. (Arvor, niv. 11, 1941)
Kemer dihued gant ub. Kavout fentus e stad, ar pezh a ra pe a c'hoarvez dezhañ. Heñvelsterioù : c'hoarzhin goap a, ouzh diouzh, war d’ub., goapaat ub. ober fent gant ub., ober goap a, eus, ouzh, diouzh, diwar, gant ub.
Hag en lakaoint etre daouarn ar Baianet, hag ar re-ma a gemero dihued ganthan, a skopo ouz e vizaj, en gwalenateo hag en stago ouz ur groaz da vervel. (Biler-Azénor, 1907:224)
- Tuadur bred an hini a gav plijadur en un obererezh.
Evidoun-me, n’oun tamm ebet eun indezegour, hogen pleustret em eus war ar Vouddhaadegez ha prederiet warni e-pad kalz a amzer, n’eo ket dre vicher, met dre zihued. (Jestin, 1936:8)
- Obererzh a zo e bal degas plijadur.
Betek 400 den a zered da glevout an oferenn, da gemer perzh er lazad-studi ha, d' an noz, d' an abadenn-dihued. (Blerger, 1958:238)
Evit an darn vrasañ eus an dud er broioù all n' eus ket a gudennoù yezh. Iwerzhoniz, dre vras, ne reont forzh kennebeut, e gwirionez, nemet gant kudennoù arc'hant, dilhad, boued, dihued. (Heusaff, 1967:7)
- Santad plijus a denner eus un dra pe eus un obererezh. Heñvelsterioù : fent, dudi, plijadur.
- Pennanv niveradus.
- Santad plijus a denner eus un obererezh pe eus un dra. Heñvelsterioù : fent, dudi, plijadur.
C’houekat dihued a saouren em c’hreiz, ha d’am dremm menel digas a-grenn, pa welen ar mell saeziou, ar peziou boledou maen diwar va binviou o skei ouz torgenn, a-steudadou, an houarnvarc’heien kriz, divergont ha lorc’hus-se ! (Mordiern, 1938:69)
- Obererzh a zo e bal degas plijadur.
Hag i aes o hoala e keñveriou a zo, ne gemer ket Kembreiz o zudi er c’hoariou bourdus-se a zo e Bro-Saoz birvidika plijadur ar pep brasa eus ar bobl. Kennebeut-all ez int tuet d'ar c’hoariou-korf a vez bras pe vrasoc’h perz e Bro-Saoz en holl dihuedou. (Cambrensis hag Abherve, 1932:18)
Re e vezont dalc’het, diouz eun tu, gant pleustradennou all, an dihuedou, ar sportou, al lennerez, ar politikerez, difennerez gwiriou o renkad. (Gwalarn, niv. 70, 1934, p. 47)
Ur spered breton rik a verve enne pep gwech ma veze komzet oute eus dihuedoù o zadoù a oa, evit darn anezhe, plijadurioù o yaouankiz end-eeun. (Arvor, niv. 90, 1942)
C'hoari kartoù a raed, evit tremen an amzer, azezet war hor gweleoù, hogen ne garen ket an dihued-se, neuze lennomp ! (Mikael, 1970:192)
Evel-se hon eus divizet : […] harpañ ar strivadeg o c'houlenn e ve anavezet d'ar brizonidi iwerzhonat er Gevrenn-H e Long Kesh ha d'ar Republikanezed bac'het en Ard Mhacha ar gwir da chom hep ober labour toull-bac'h ha hep gwiskañ dilhad-prizon ; da gevrediñ gant ar brizonidi all ; da gaout dihuedoù ha da wellaat o deskadurezh […]. (Heusaff, 1980:397-398)
- Santad plijus a denner eus un obererezh pe eus un dra. Heñvelsterioù : fent, dudi, plijadur.
Troidigezhioù
Er geriadurioù, er c'helaouennoù hag er c'hazetennoù :
- dihued, « divertissement » (Kroaz ar Vretoned, niv. 355, 1919 ; Vallée, 1931 ; Hemon, 1938:58 ; ar Glev, 1986),
- dihued, « amusement » (Vallée, 1931),
- dihued, « distraction » (Vallée, 1931).
- dihued, « diversion (de l’esprit) » (Favereau, 1992:pg. diversion),
- dihued, « distraction » r. gt. « amusement » (ar Glev, 1986),
- dihued, « distraction » r. gt. « divertissement » (Menard, 2012),
- ober dihuet d’u. b., « amuser quelqu’un » r. gt. « Trév. », da lavaret eo Trevereg (Ernod, 1879-1880:151),
- kemer dihued gant, « se moquer de... » (Kroaz ar Vretoned, niv. 355, 1919),
- ober dihuet gant eun den, « tourner en dérision » r. gt. « Treger » (Kroaz ar Vretoned, niv. 366, 1920).
Levrlennadur
Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Frañsez Favereau, Francis Favereau ; Reun ar Glev, René Le Gléau ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.
Kelaouennoù ha kazetennoù
- Arvor
- niv. 11, 16 a viz Meurzh 1941, « Concours de traduction », p. 2.
- niv. 90, 27 a viz Gwengolo 1942, « War hent ar brezhoneg er skol », p. 1.
- Gwalarn, niv. 70, Gwengolo 1934, « Arz ar bobl » p. 46-50.
- Kroaz ar Vretoned
- niv. 355, 21 a viz Kerzu 1919, « Roll-geriou », p. 2.
- niv. 366, 7 a viz Meurzh 1920, « Roll-geriou Treger », p. 2.
Oberennoù ha pennadoù
- Biler-Azénor (troer) : 1907. Aviel katolik. Sant-Brieg : Ti-moullerez Sant-Gwilherm.
- Blerger, Yann : 1958. « Buhez ar flaamseg en Arc’hentina ». Al Liamm, niv. 68, Mae-Mezheven 1958, p. 237-239.
- Cadoret, Filomena : 1912. Mouez meneou Kerne. Montroulez : Le Goaziou.
- Cambrensis, Giraldus ; Abherve (troer) : 1932. « Kembreiz gwechall ha bremañ ». Gwalarn, niv. 42, Kerzu 1932.
- Ernault, Émile : 1879-1880. « Supplément aux dictionnaires bretons-français ». Revue celtique, levrenn IV, p. 145-170.
- Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.
- Fleuriot, Leon : 1972. « Arzel Even, Armañs ar C'halvez ». Al Liamm, niv. 151, p. 152-154.
- Hemon, Roparz : 1938. « Geriadurig gallek-brezhonek ». Stagadenn da Walarn, niv. 117 in Gwalarn, niv. 121, Kerzu 1938.
- Heusaff, Alan : 1967. « Nerzh politikel an Iwerzhoneg ». Al Liamm, niv. 120, p. 4-7.
- Heusaff, Alan : 1980. « Bodadeg-vloaz ar C'hevre Keltiek ». Al Liamm, niv. 202, p. 394-399.
- Jestin, Remont : 1936. « Ar Bouddha hag ar vouddhaadegez ». Gwalarn, niv. 95-96, Here-Du 1936.
- Jestin, Remont : 1957. « Hortus Mangarevensis ». Al Liamm, niv. 62, Mae-Mezheven 1957, p. 67-80.
- Josse, Henri : 1969. « Ha setu penaos Breizh 'voe salvet da viken ». Al Liamm, niv. 136, p. 331-337.
- Le Gléau, René : 1986. Dictionnaire classique français breton. Tome III. Deblo - Embeg. Brest : Al Liamm.
- Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Kemper : Palantines.
- Mikael, Yann : 1970. « Peoc'h an aouravaloù c'hwerv ». Al Liamm, niv. 140, p. 191-197.
- Mordiern, Meven : 1935-a. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn I) ». Gwalarn, niv. 76, Meurzh 1935.
- Mordiern, Meven : 1935-b. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn III) ». Gwalarn, niv. 82, Gwengolo 1935.
- Mordiern, Meven : 1938. « Gant luoez an doueed (huñvre) ». Gwalarn, niv. 115-116, Mezheven-Gouere 1938.
- Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]