pegen
Lakaet enlinenn d’an 03.11.2021,
daskemmet d’ar 05.11.2021.
daskemmet d’ar 05.11.2021.
Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; niv. : niverenn ; p. pajennoù ; s. o. sellet ouzh ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
pegen, adverb estlammiñ.
[Dirak un adanv raglakaet.]
Ar skoliou dizoue n’euz fors pegen koulz den a zo en o fenn a zo skoliou fall d’ar gristenien ; ar skoliou divrezonek n’eus fors pegen koulz den a zo en o fenn a zo skoliou fall d’ar Vretoned. (Perrot, 1921:225)
Evezhiadenn : evit ar sterioù hag an implijoù all, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).
Gerdarzh
Diwar pe ha ken.
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann-Vari Perrot, Jean-Marie Perrot.
Oberennoù ha pennadoù
- Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.
- Perrot, Jean-Marie : 1921. « Da be skol ». Feiz ha Breiz, 58vet bloavez, niv. 9, miz Gwengolo 1921. P. 225-226.