tibidi
Lakaet enlinenn d’an 03.07.2020,
daskemmet d’an 18.02.2023.
daskemmet d’an 18.02.2023.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
tibidi, -où, pennanv niveradus gourel.
Savadur aozet evit pediñ. Heñvelsterioù : orator, ti-pediñ.
Itron Santes Anna, ma mamm ger,
C’hui ’ra burzudo em c’hever ;
Me ’savo d’hec’h un tibidi
War grec’h, ’tre Leguer ha Guindi..... (An Uhel, 1874:570)
Ha c’hoaz n’am eus great nemet renkenna dirazoc’h eun aridennad hanoiou keariou hag henchou bras, heb ober meneg eus an holl draou a veled a-stre ama hag ahont : tibediou, leziou barn, guerejou, kibellou (lieux de bains). (An Tour-Guen, 1910:81)
Gwasa pez a zo ar pez a zigouez e Gwimaeg a zigouez e kant lec’h all; nag a dibidiou, nag a japeliou, savet en enor d’hor Zent koz gant hon tadou evit diskouez d’ezo o anaoudegez vat hag weler o koueza, en o foull, pe o vont a-dammou, gand al laer. (Feiz ha Breiz, niv. 12, 1929, p. 460-461)
Ginidik e oa eus a Vreiz-Veur ; eur wech diskennet e Breiz-Vihan, e lec’h chom, evel an darn vrasa eus e genvroïz, tost d’ar mor, ec’h en em dennas, en Argoat, en eun takad douar, e red ennan ar Blaouez hag a oa hanvet neuze Brengilli ; eno, gant skourrou gwez e savas e beneti hag eun tibidi ; dre ma tize, e tigrake eun dachennig eus ar c'hoat, e kichen e lochenn. (Perrot, 1939:93)
Siouaz ! en hañv-mañ eo bet diskaret tibedi Sant Konval e-touez ar gwez e Koad ar C’hrannou. (Arvor, niv. 39, 1941)
Gantañ, da heul hor sent muiañ karet hon eus baleet eus Iwerzhon da Vro-Skoz, eus Kembre da Gernev-Veur, eus Breizh-Veur da Vreizh-Vihan ; hag hon eus kutuilhet dre ma 'z aemp, eus ur manati d'egile, eus ur peniti d'un tibedi, kaerañ skouerioù o buhez ; hon eus maget hon ene hag hor spered diwar o c'hentelioù talvoudus, ha silet en hor c'halon ar garantez vras o douge d'ober vad d'o c'henvroiz hervez spered ar ouenn. (Seite, 1947:50)
Oferenniñ a ray e tibidi ar blasenn Canclaux e Naoned, d' ar 27, evit Unanelezh an Iliz, evit Breizh hag evit an tiegezhioù a bedo gantañ (Al Liamm, niv. 101, 1963, p. 491)
Gerdarzh
« Emdroadur reizh Thopopegya (enezenn war barrouz an Ospital-Kammfroud) » (Le Bihan, 2017). An adstumm tibedi a zeu eus levezon ar verb pediñ war ar ger.
Levrlennadur
Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Herve ar Bihan, Hervé Le Bihan ; Yann-Vari Perrot, Jean-Marie Perrot ; Fañch an Uhel, François-Marie Luzel.
Kazetennoù ha kelaouennoù
- Al Liamm, niv. 101, Du-Kerzu 1963, « Notennoù », p. 491-506.
- Arvor, niv. 39, 28 a viz Gwengolo 1941, « Keleier ar Vro », p. 1.
- Feiz ha Breiz, niv. 12, Kerzu 1929, « Chapel Paol e Gwimaeg », p. 458-462.
Oberennoù ha pennadoù
- An Tour-Guen, Ioen : 1910. « Histor Breiz. Goude an Emgann !… ». Feiz ha Breiz, niv. 3, Meurzh 1910, p. 77-82.
- Le Bihan, Hervé : 2017. Kenskriverezh hiniennel gant an aozer.
- Luzel, François-Marie : 1874. Gwerziou Breiz-Izel – Chants populaires de la Basse-Bretagne recueillis et traduits par F.-M. Luzel. Tome II. An Oriant : Corfmat fils.
- Perrot, Jean-Marie : 1939. « Sant Goneri. Manac’h ». Feiz ha Breiz, niv. 4, Ebrel 1939, p. 93-94.
- Seite, Visant : 1947. « Skol-Hanv Rosko ». Al Liamm, niv. 5, diskar-amzer 1947, p. 49-52.