hendad-kozh

Lakaet enlinenn d’an 13.02.2023,
daskemmet d’an 18.06.2023.

Berradurioù : fesk. feskenn ; k. kartenn ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

hendad-kozh, hendadoù-kozh, pennanv niveradus gourel.

Tad d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh. Heñvelsterioù : gourdad-kozh, tadig(où)-kozh, tadigoù, tad-ioù (ster 3), tad-ioù-kozh, tad-kozh (ster 2), tad-kozh e-raok, tad-kozhig(où), tad-kozh-kuñv, tad-kun (ster 2), tad-kuñv.

Takad arver

Arveret eo e biz Bro Gwened. Testeniekaet eo e Pleñver (Ar Rouz, 1963:k. 575).

Gerdarzh

Diwar ar pennanv tad-kozh hag ar rakger hen- staget ouzh tad.

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux.

Oberennoù ha pennadoù

Le Roux, Pierre : 1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 6vet fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.