anien

Lakaet enlinenn d’an 31.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

anien, pennanv benel.

Pennanv hollek benel. Hollad ar meteier nad eo ket diazezet mab-den enne ha nad int ket korvoet gantañ. Heñvelsterioù : ganadur, natur.

Kristen e chomo Breiz, da lavarout eo awenet gant spered an Aviel, hag e chomo seven awalc’h. Perak e tigemerfe pe ar Buritanelez pe azeulidigez direol an Anian […], a horjell broiou an Hanternoz etrezo? (Berthou-Kerverziou, 1938:5)
Er c'hwec'hvet kantved, newazh, e skrive Theofilaktos a-zivout Magiariz na azeulent nemet un Doue hepken hogen e tougent bri da speredoù an douar, an avel, ar plantoù hag an anian a-bezh. (Gostonyi ha Raude, 1957:48)

Gerdarzh

Diwar ar c'hembraeg anian, ar c'hrenngembraeg an(n)yan, an hengembraeg angan hag ar c'helteg *ande-gen pe *eni-gen (Deshayes, 2003:pg. anian).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Berthou-Kerverziou, Gwilherm : 1938. « Kentel an harlu envorennou ha mennoziou ». An Oaled, niv. 63, 1 trimiziad 1938, p. 5-8.
  • Deshayes, Albert : 2003. Dictionnaire étymologique du breton. Douarnenez : Chasse-Marée.
  • Gostonyi, Kalman ; Raude, A. J. (troer) : 1957. « Notennoù istorel ». Al Liamm, niv. 61, Meurzh-Ebrel 1957, p. 48-53.