peuzkerkent
Lakaet enlinenn d’an 30.07.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.
daskemmet d’an 22.10.2021.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
peuzkerkent, adverb.
Hogos kerkent.
- Adverb.
- [Ent-krenn.]
Eno, an treñ a zaleas eur pennadig, ha setu me da sellout dre ar prenestr ha, peuz-kerkent, e welis adarre eun den gwisket pimpatrom ouz an hini a youc’has en Arles: « Les voyageurs pour Marseille!… » (Ab Sulio, 1929:11)
Peuz-kerkent, al loar a zifouchas (n’ouzon doare eus a belec’h avat, rak digoumoul edo an oabl) hag a sklêrijennas an douar adarre. (Ab Sulio, 1929:140)
— Hag, eur wech ma ’z edo en e log, peseurd en deus great ar c’hi, mab?
— Dont er-meaz peuz-kerkent, hag ebarz, va zad, mont da lapa dour eus ar veol ha kregi da yudal ac’hann na voe adlakeat d’ezan e golierenn. (Ab Sulio, 1935-k)Peuzkerkent all.
— Koatalem! eme gabiten al laeron en eur deurel e graban dir war skoaz ar paourkeaz marlolod.
— Emaoun d’in! a youc'has, peuz-kerkend-all, ar paotr yaouank en doa minwallet Katell Gargamm. (Ab Sulio, 1936) - [Dirak un adverb.]
Sellit, madame, eme peuz-kerkent goude ar marc’hadour; setu aman eur re lunedou da lenn, eur re lunedou ker sklaer ha strink hag a bado ouzoc’h an nemorant eus ho puhez, hep n’ho pije ezomm da zellet dreisto nag ebiou d’ezo evid espern ar gwer. (Ab Sulio, 1935-a:15)
- [Ent-krenn.]
- Troiennoù stagell izurzhiañ.
- [Heuliet gant ur c'hefebad anvel pe ur raganv.]
- [Heuliet gant ur c'hefebad anv.] Peuzkerkent (ha).
Peuz-kerkent emgleoadenn an Imerianez ha me, paotred ha paotrezed a loc’has hag a yeas, a-hiniennou dre eur yanell enk da dapa an hent bras a ra an dro d’ar gêrbenn. (Ab Sulio, 1929:100)
Heg heñ da ober daou lop. Peuz-kerkent hag an trouz, e stagas ki an ti da razailhat ha da zacha war e raou endra c’helle, betek ma wigouras an nor bounner war mudurunou merglet he gwipou. (Ab Sulio, 1950)
- [Heuliet gant ur raganv.] Peuzkerkent ha.
An daou Varokan Ali ha Sidi, armet mat ivez, a oa peuz-kerkent hag i war ar riblenn […]. (Ab Sulio, 1935-b)
- [Heuliet gant ur c'hefebad anv.] Peuzkerkent (ha).
- [Heuliet gant ul lavarenn.] Peuzkerkent ha ma.
Peuz-kerkent ha m’edo didec’het an teir maouez, e welis eur pikol den o tifoucha eus ar strouez hag o tont em bete. (Ab Sulio, 1929:91)
Edod ouz hor gortoz; ha peuz-kerkent ha ma oamp erruet e stagjod da zibri. (Ab Sulio, 1929:131)
Peuz-kerkent ha m’edo aet ar bichbarveg en tïig raoskl, e welis eur vaouez o kemerout eur c’hrennbaotr, dre an dourn, hag o vont gantan da gavout an trodrouc’her. (Ab Sulio, 1930:12)
Diwar stêr Alre, e c’houeze an avel, о tigas gantañ war e askell hegleo eur c’hloc’h о seni, er pellec'h, da gemenn d’ar venec’h da zont d’ar pedennou ha d’ar c'hanouennou; ha peuz-kerkent ha ma oa tavet mouez arem ar c’hloc’h, e nijas eur pez youc’hadeg diouz an eil bodad tud d'egile :
— Ar bleiz! ar bleiz! ar bleiz! (Ab Sulio, 1939)
- [Heuliet gant ur c'hefebad anvel pe ur raganv.]
Gerdarzh
Diwar an adverb kerkent hag ar rakger peuz-.
Levrlennadur
Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.
Oberennoù ha pennadoù
- Ab Sulio : 1929. Seiz vloaz e bro ar vorianed. Brest : Moulerez.
- Ab Sulio : 1930. « En enezenn Madagaskar. Gouel an trodrouc’h ». An Oaled, niv. 31, 1añ trimiziad 1930, p. 8-13.
- Ab Sulio : 1935-a. « Hekleo eus foar Vikaël Brest ». An Oaled, niv. 51, 1añ trimiziad 1935, p. 11-15.
- Ab Sulio : 1935-b. « Mous ar Gernigell ». Le Courrier du Finistère, niv. 2908, 22 a viz Mezheven 1935, p. 2.
- Ab Sulio : 1935-k. « Lizig, ar plac’hig dianket ». Le Courrier du Finistère, niv. 2922, 28 a viz Gwengolo 1935, p. 2.
- Ab Sulio : 1936. « Lizig, ar plac’hig dianket ». Le Courrier du Finistère, niv. 2938, 18 a viz Genver 1936, p. 2.
- Ab Sulio : 1939. « Maner ar bleiz ». Le Courrier du Finistère, niv. 3096, 4 a viz C'hwevrer 1939, p. 2.
- Ab Sulio : 1950. « Teñzor an dintin goz ». Kroaz Breiz, niv. 21, Genver 1950, p. 13.