mamm-baour

Lakaet enlinenn d’an 23.02.2023,
daskemmet d’an 19.06.2023.

Berradurioù : fesk. feskenn ; k. kartenn ; l. levrenn ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

mamm-baour, mammoù-paour, pennanv niveradus benel.

Mamm d’an tad pe d’ar vamm. Heñvelsterioù : mamm-ger, mamm-gozh, mamm-ioù (ster 1), mamm-vignon. Enepsterioù : bugel-bihan, mab-bihan, merc'h-vihan.

Ma zad oa gant e dad, peogwir Mamm-Baour oa marv. (Evenou, 1987:656)

tad-paour.

Takad arver

Arveret eo e biz Bro an Aven, Bro Chtou ha gwalarn ar Vro Pourlet. Testeniekaet eo e Gwiskri (An Du, 2001:k. 576), Lanijen (Evenou, 1987:106), Langoned, Prizieg ha Ploure (An Du, 2001:k. 576). Klotañ a ra ar ger gant tad-paour hag a zo arveret ivez war an aod e gevred Kernev.

Istor

Stumm skrivet. 1987 : « mamm-baour » (Evenou, 1987:499).

Stummoù treuzskrivet. 1987 : « mam-bawr » (Evenou, 1987:656). 2001 : « mãm ˈbɔwəʁ » e Gwiskri, « mãm bowʀ » e Langoned hag e Prizieg, « mãm bɔwʀ » ha « ma bɔːʀ » e Ploure (An Du, 2001:k. 576).

Ster. 1992 : mamm-gozh, « mamm-baour » (Evenou, 1987:499).

Gerdarzh

Diwar ar pennanv mamm hag an adanv paour.

Levrlennadur

Aozerien hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann an Du, Jean Le Dû ; Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux.

Oberennoù ha pennadoù

  • Evenou, Erwan : 1987. Description phonologique du breton de Lanvénégen (canton du Faouët, Cornouaille) – Studi fonologel brezhoneg Lanijen (kanton ar Faoued, Kernev). Thèse pour le Doctorat Unique sous la direction de monsieur le professeur Pierre Denis – Per Denez. Roazhon.
  • Le Dû, Jean : 2001. Nouvel atlas linguistique de la Basse-Bretagne, l. 2. Brest : Centre de recherche bretonne et celtique, Université de Bretagne occidentale.
  • Le Roux, Pierre : 1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 6vet fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.